Gant an OPAB ez eus bet testeniekaet 7 ober kaset da benn gant an Tolpad-kêrioù, diouzh an engouestl kemeret e 2017 :
Sinet ez eus bet ur gevrat kefridi gant an OPAB ; kartennoù-bizit an dilennidi hag ar pedadennoù d’an abadennoù kinniget gant an DPKE a vez divyezhek bremañ koulz hag ar responter ha pennad-stur ar gazetenn-kumuniezh ; bep bloaz e kemer perzh an DPKE e brudadeg ar c’helenn brezhoneg d’an oadourien ha meret e vez diwar vremañ un dalc’had levrioù brezhonek e rouedad an 8 levraoueg a zo en Tolpad-kêrioù gant ur wazourez divyezhek.
Pajennoù zo eus al lec’hienn Genrouedad a zo kinniget en div yezh mod all ; kinnig a ra mirdi Pont-Aven klevheñcherioù e brezhoneg ; abadennoù brezhonek a vez kinniget bep miz da vugaligoù an Erlec’h skoazellerez-vamm.
E 2022 e fell d’an DPKE labourat evit tizhout un testeniekadur a live 2. Diorren hentadoù divyezhek war e diriad evit kaout 30% eus ar skolioù-mamm eo ar pal.
An evezhiadennoù0