Warlene e vote ar C’huzul-kêr a-unvouezh un divizadeg evit mont gant ar garta. Dindan vloaz o deus labouret servijoù an Ti-kêr a-zevri evit lakaat ar 5 ober dibabet e pleustr : staliañ panelloù divyezhek evit mont e-barzh ha mont e-maez ar gumun, sevel ur bodad treuzservij da heuliañ an doare da lakaat oberoù Ya d’ar brezhoneg e pleustr, diorren ar c’helenn divyezhek er gumun, kemer perzh er c'houlzad bloaziek da vrudañ ar c'helenn brezhoneg evit an oadourien ha kaout un dalc'had levrioù ha teulioù liesvedia brezhonek e levraoueg an ti-kêr hag e voueta ingal.
E-touesk an oberoù-se ez eo heverk al labour kaset da benn war dachenn ar c’helenn divyezhek. Divizet he doa ar gumun digeriñ un hentad divyezhek e 2017. Berzh bras en deus graet diouzhtu : mont a ra ar skolidi divyezhek d’ober 27% eus hollad skolidi ar skol-vamm er gumun ha deuet eo hentad divyezhek skol-vamm publik Beuzid-ar-C’hoadoù da vezañ an 3e hini diwar ar 160 zo en akademiezh Roazhon evit pezh a sell ouzh an niver a skolidi.
War dachenn ar vuhez foran e kendalc’h an Ti-kêr da gas ar brezhoneg war-raok. Ur panellerezh nevez-flamm a oa o paouez bezañ staliet d’an derc’hent da skouer.
An evezhiadennoù0