An ao. Fulup Jakez, rener an OPAB, a vo war al lec'h gant an ao. Paul Molac, kannad er Morbihan ha prezidant an Ofis publik hag an ao. Christian Troadec, besprezidant rannvro Breizh ekarg eus yezhoù Breizh, evit lakaat da gompren dalc'hoù ha palioù ar c'houlzad nevez-mañ ha kinnig ar gevelerien ensavadurel ha kevredigezhel.
Diskouezet e vo dafar nevez ar c'houlzad (skritelloù, plegfollennoù ha kement zo) en degouezh-se ha displeget e vo gant an OPAB sifroù pennañ ar c'helenn d'an oadourien.
Titouroù :
An evezhiadennoù0