Dalc’het e oa bet al lid-sinañ en ti-kêr d’ar 17 a viz Here 2022 dirak an ao. Louis Feuvrier, maer Felger, an it. Evelyne Gautier Le Bail, eilmaerez dileuriet evit ar sevenadur, ar glad hag ekonomiezh an touristerezh ha dilennadez dave evit ar garta Ya d’ar brezhoneg, an ao. Paul Molac, prezidant Ofis Publik ar Brezhoneg, kuzulier-rannvro e Breizh dileuriet evit ar brezhoneg ha kannad 4e pastell-vro ar Mor-Bihan hag an ao. Denez Marchand, besprezidant e kuzul-departamant Il-ha-Gwilen dileuriet evit ar sevenadur ha yezhoù Breizh. Skolidi Skol Diwan Felger o doa kanet a-raok ar sinadur.
Prometet ez eus bet gant Ti-kêr Felger kas 6 ober da benn vat ac’hann da 3 bloaz, en ur gemer harp war ar garta Ya d’ar brezhoneg ha tizhout al live 1.
Oberoù a zo lañset mat dija evel ar panelloù e brezhoneg evit mont e-barzh ha mont e-maez ar gumun. War evezh e vo ar gummun pa vo savet kartennoù-pediñ en div yezh evit an abadennoù sevenadurel aozet gant an ti-kêr. War dachenn ar c'helenn e ouestl ti-kêr Felger diorren ar c’helenn divyezhek er gumun, paeañ an treziad-skol evit skolidi ar skolioù Diwan ha kemer perzh er c’houlzad bloaziek da vrudañ ar c’helenn brezhoneg d’an dud deuet. Gant mediaoueg Felger e savo an ti-kêr un dalc’had levrioù brezhonek kresket ingal a-feur ma teuio embannadennoù nevez er-maez.
An evezhiadennoù0