D’an 10 a viz Du 2022 en doa sinet Ti-kêr Pondi live 3 ar Garta Ya d’ar brezhoneg dre zibab 14 ober nevez da vezañ sevenet a-benn 3 bloaz. En holl ez eo 36 ober hag a zo bet dibabet gant ar gumun, en o mesk ar re kaset da benn evit al label 1 hag al label 2.
Live 3 ar Garta a zo bet sinet e ti-kêr Pondi gant maerez Pondi, an it. Christine Le Strat, ha prezidant an OPAB, an ao. Paul Molac, kuzulier-rannvro e Breizh dileuriet evit ar brezhoneg ha kannad 4e pastell-vro ar Mor-Bihan, dirak bugale hentad divyezhek ar skol Sant Jozeb-Ar C'hastell ha bugale skol Diwan Pondi o deus kanet ur ganaouenn tro-ha-tro a-raok ar sinadur en un endro plijus.
An evezhiadennoù0