Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Mintinvezh emgav diwar-benn ar yaouankiz hag ar brezhoneg e Rostrenn

Web gwelet en he brasañ

Bugaligoù 29/11/2022

Kenaozet e oa bet d’ar Gwener 25 a viz Du gant Ofis publik ar brezhoneg ha Ti-kêr Rostrenn ur mintinvezh diwar-benn an obererezhioù brezhonek evit ar yaouankiz hag ar vugaligoù.


Ar pal e oa bodañ meur a berzhiad evit ober anaoudegezh gant an oberoù kaset da benn gant kumunioù zo hag ivez evit kaozeal gant an dud pedet. E ti-kêr Rostrenn e oa bet gwazourien ha dilennidi eus Kumuniezh-kumunioù Kreiz-Breizh, eus tiez-kêr Rostrenn, Kewenn, Lannarstêr, Plouared, Pondi ha Kemper krog gant liveoù 3 ha 4 ar Garta « Ya d’ar brezhoneg ».

Teir c'hevredigezh hag a ra war-dro ar brezhoneg a oa eno ivez : Sked, Ti ar vro Gwengamp ha Raok. Kinniget he doa ar gevredigezh Sked he raktres a vagouri vrezhonek dre soubidigezh a vo digoret e Brest e 2023. Evit ar gengevredigezh Ti ar Vro Gwengamp, kinniget he doa mont-en-dro ar greizenn-dudi vrezhonek meret ganti.

Frouezhus e oa bet ar c’haozeadennoù, pep hini a oa aet kuit gant mennozhioù evit kas raktresoù e brezhoneg da bennvat en o c’humunioù. Emvodoù tematek all a vo programmet evit harpañ en un doare resisoc’h ar raktresoù douget gant ar strollegezhioù tiriadel evit ar brezhoneg.

distreiñ da roll ar c'heleier