Kenderc'hel a ra servij kehentiñ ti-kêr Karaez da skignañ keleier divyezhek war e banelloù elektronek.
Ar mizioù tremenet ez eus bet goulennet ingal digant an OPAB troidigezhioù evit kinnig kemennadennoù a bep seurt (arvestoù, reiñ-gwad, kemennoù amzer...).
Ur skouer vat eo evit kelaouiñ ingal an dud en div yezh en un doare aes-tre ha digoust.