Sinet eo bet ar garta Ya d’ar brezhoneg a live 1 etre Maerez Gwitreg Isabelle Le Callennec, prezidantez Gwitreg Kumuniezh ha kuzulierez-rannvro, ha Prezidant an OPAB Paul Molac, dirak Philippe Maignan, kuzulier-kêr dileuriet evit an implijoù niverel ha dilennad dave evit lakaat ar garta da dalvezout, Jonathan Houillot, rener kabined karget da gas ar raktres war-raok en anv an ti-kêr, Nicolas Le Corre, rener ar c'hehentiñ hag an darvoudoù, Denez Marchand, besprezidant e kuzul-departamant Il-ha-Gwilen dileuriet evit ar sevenadur ha yezhoù Breizh, ha Jean-Noël Bévière, rener ar skol Yann XXIII ha maer Argantred-ar-Genkiz.
Votet e oa bet a-unvouezh gant ar c’huzul-kêr d’an 23 a viz Mae 2022 an oberoù dibabet. 5 ober a vo da gas da benn a-benn 2 vloaz. Emañ panelloù e brezhoneg o vezañ staliet e mont-tre ha mont e-maez ar gumun. Staliet e vo plakennoù-straed divyezhek (pa vo digoret ur straed nevez pe pa vo cheñchet ar plakennoù kozh bep tro) hag ivez panellerezh diabarzh ha diavaez an ti-kêr. Ar yezh a vo lakaet war wel war kirri an ti-kêr ha / pe dafar ar gumun. Diorroet e vo ar c’helenn divyezhek er gumun a-benn 2 vloaz da lavaret eo astenn ar c’hinnig, e vrudañ dre gontoù an ti-kêr war ar rouedadoù-sokial, lakaat war wel an dibab hentad divyezhek/hentad unyezhek en teulioù enskrivañ…
Ar c’hinnig divyezhek a zo e Gwitreg abaoe ouzhpenn 15 vloaz hag an niver a skolidi a gresk a vloaz da vloaz. 87 skoliad divyezhek a zo skoliet e Gwitreg hiziv an deiz ha 210 skoliad divyezhek zo e Gwitreg Kumuniezh.
Buhezet eo bet al lid-sinañ gant skolidi hentad divyezhek ar skol Yann XXIII ha gant sonerien Bagad Dor Vras eus Argantred-ar-Genkiz.