Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Un dastumad geriaouegoù nevez kaset da benn gant TermBret

Web gwelet en he brasañ

Termenadurezh 02/02/2023

Emañ TermBret, kreizenn dermenadurezh an OPAB, o paouez embann 4 geriaoueg nevez evit bastañ da ezhommoù pemdeziek ar vrezhonegerien.

Kinniget int e stumm levrigoù livet-kaer ha kavout a reer enno termenoù resis hag a sell ouzh Breizh, ar justis, an dilennidi hag an darempredoù micher.

  • « Ar pep retañ e Breizh » : geriaoueg ar vuhez pemdez evit komz gant an dud, komz eus ar glad hag eus an endro e kêr, er maezioù pe c'hoazh war an aod... Un adembannadur eo.
  • « Justis » : termenoù talvoudus er gennad-mañ (alvokad, lez-varn, Kod keodedel, kastiz...)
  • « An dilennidi » : gerioù evel koulzad kabaliñ, marilh ar boblañs, dasparzh ar sezoù, Teñzor Publik... zo el levrig.
  • « Darempredoù micher » : kinnig a ra al levrig-mañ gerioù resis evel emwel enfredañ pe nevez a-walc’h evel pellabour.

An holl dermenoù-se a gaver e-barzh bank termenadurezh foran TermOfis e lec’hienn an OPAB. Ouzhpenn 80 000 termen ha troienn a gaver ennañ betek-henn ha bemdez-c’houloù e vez pinvidikaet ar bank prizius-se : https://www.brezhoneg.bzh/87-termofis.htm

Ar 4 geriaoueg-mañ ha meur a c’heriaoueg all, war danvezioù a bep seurt, zo bet embannet ha gallout a reer pellgargañ anezho enlinenn e stumm pdf amañ : https://www.brezhoneg.bzh/100-geriaouegi.htm

distreiñ da roll ar c'heleier