Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Prizioù 2023 : Ar rakdibab

Web gwelet en he brasañ

Brezhoneg 23/02/2023

Juri ar Prizioù a oa en em vodet nevez zo evit ur videoprezegenn evit gouzout piv a vefe dibabet.

Bep bloaz e vez aozet Prizioù dazont ar brezhoneg gant France 3 Breizh hag Ofis Publik ar Brezhoneg. Teurel a reont sklêrijenn ouzh ar gwellañ krouidigezhioù e brezhoneg er bloaz paseet. Roet e vez ar garedonoù-se da dud prevez, da gevredigezhioù, da embregerezhioù pe da ensavadurioù o deus lezet ur merk en neveziñ e brezhoneg.

Juri ar Prizioù a oa en em vodet nevez zo evit ur videoprezegenn evit gouzout piv a vefe dibabet. Evit gouzout disoc’hoù Prizioù 2023, notennit a-vremañ daou emgav : d’ar Sadorn 1 a viz Ebrel da 8e30 noz e france.tv ha da 0e15 war France 3 Breizh.

Ar rakdibab

Rummad kevredigezh :

  • Bannoù-Heol evit bezañ embannet « Ar Marc’h Dall ».
  • Les Chats cosmiques evit ar c’hoari lizherennoù « Brezhle », un doare Wordle e brezhoneg.
  • Kevre breizhat ar vell-droad ouezelek evit brudañ ar vell-droad ouezelek e brezhoneg.

Rummad levr faltazi :

  • Fulenn, gant Yann-Charlez Kaodal (Al Liamm).
  • Kan ar mel, gant Yannig Audran (Al Liamm).
  • Planedenn paotr e bluenn, gant Mich Beyer (An Alarc’h Embannadurioù).

Rummad strollegezh :

  • Pempoull evit bezañ diorroet ar c’helenn e brezhoneg ha bezañ sinet ar garta « Ya d’ar brezhoneg » live 2.
  • Plougastell-Daoulaz evit bezañ diorroet ar c’helenn e brezhoneg ha bezañ sinet ar garta « Ya d’ar brezhoneg » live 3.
  • Rostrenn evit bezañ lakaet ar brezhoneg en a-raok er gumun ha tuta brezhonegerien e servijoù ar gumun.

Rummad kleweled :

  • Buhez ar sant, heuliad sevenet gant Riwal Kermarrec ha Yann-Herle Gourves (France 3 Breizh). Buhez ar sent vreizhat, kontet en un doare fentus ha diseven.
  • Disoñjal, sevenet gant Madeleine Guillo (All In One Production, Abordage Films). Kontañ a ra ar film istor koll ar brezhoneg dre istor ur vamm hag he mab.
  • E jardrin ur stourmer, sevenet gant Mikael Baudu (France 3 Breizh). Testeni ha dielloù evit kontañ buhez Martial Menard, ur yezhoniour meur aet da Anaon e 2016.

Rummad embregerezh :

  • Breizh Odyssée, ul lec’h sevenadurel e Landevenneg hag a zo bet troet e lec’hienn Internet e brezhoneg.
  • Skol vroderezh Pascal Jaouen, evit an dibunadeg « A galon » hag ar c’hentelioù brezhoneg aozet evit implijidi an embregerezh.
  • Ouest-France, evit bezañ lañset un heuliad podkastoù e brezhoneg, anvet « Eus ur remziad d’egile ».

Rummad pladenn kanet e brezhoneg :

  • Elodie Jaffre, Awena Lucas, Yann Le BozecKanour Noz (Coop Breizh).
  • ModkozmikVolume 1 (Embroduet).
  • StartijennTalm ur galon (Paker Prod).

Rummad brezhonegerez ar bloaz :

  • Alvan hag Ahez evit bezañ bet kanet e brezhoneg en Eurovision.
  • Jean-Patern Ars evit bezañ oberiant war ar c’helenn e brezhoneg e Noal-Muzilheg hag e bed ar c’hoariva.
  • Loeiza an Duigoù a zo ur skrivagnerez yaouank e brezhoneg.

D’ar Gwener 31 a viz Meurzh 2023 adalek 6e30 en opera Roazhon e vo dibabet urzh ar prizioù a vo roet.

Mirout plasoù

distreiñ da roll ar c'heleier