Setu amañ roll al loreidi renket diouzh vot ar bodad-barn a oa bet dalc'het d'an 31 a viz Meurzh a-raok ar 26vet abadenn Prizioù Dazont ar brezhoneg en Opera Roazhon.
Tost 400 arvester o doa kemeret perzh el lid ma voe roet Prizioù dazont ar brezhoneg en opera. Filmet e oa bet an abadenn gant Frañs 3 Breizh, skignet d’ar Sadorn 1 a viz Ebrel. Gallout a reer sellet outi e replay YouTube.
Roll al loreidi dre rummad :
Brezhoneger⸱ez ar bloaz
- Ar strollad AhezPriz kentañ : Alvan hag Ahez
evit bezañ bet kanet e brezhoneg en Eurovision.
Eil Priz : Jean-Patern Ars
evit bezañ oberiant war ar c’helenn e brezhoneg e Noal-Muzilheg hag e bed ar c’hoariva. - Trede Priz : Loeiza an Duigoù
a zo ur skrivagnerez yaouank e brezhoneg.
Kevredigezhioù
- Priz kentañ : Bannoù-Heol
evit bezañ embannet « Ar Marc’h Dall ». - Eil Priz : Kevre breizhat ar vell-droad ouezelek
evit brudañ ar vell-droad ouezelek e brezhoneg. - Trede Priz : Les Chats cosmiques
evit ar c’hoari lizherennoù « Brezhle », un doare Wordle e brezhoneg.
Strollegezh tiriadel / Diazezadur publik
- Priz kentañ : Plougastell-Daoulaz
evit bezañ diorroet ar c’helenn e brezhoneg ha bezañ sinet ar garta « Ya d’ar brezhoneg » live 3 - Eil Priz : Rostrenn
evit bezañ lakaet ar brezhoneg en a-raok er gumun ha tuta brezhonegerien e servijoù ar gumun - Trede Priz : Pempoull
evit bezañ diorroet ar c’helenn e brezhoneg ha bezañ sinet ar garta « Ya d’ar brezhoneg » live 2
Gwellañ sevenidigezh kleweled
- Mikael BauduPriz kentañ : « E Jardrin ur Stourmer »
sevenet gant Mikael Baudu (France 3 Breizh). Testeni ha dielloù evit kontañ buhez Martial Menard, ur yezhoniour meur aet da Anaon e 2016. - Eil Priz : « Disoñjal »
sevenet gant Madeleine Guillo (All In One Production, Abordage Films). Kontañ a ra ar film istor koll ar brezhoneg dre istor ur vamm
hag he mab. - Trede Priz : « Buhez ar Sant »
heuliad sevenet gant Riwal Kermarrec ha Yann-Herle Gourves (France 3 Breizh). Buhez ar sent vreizhat, kontet en un doare fentus ha diseven.
Intrudu gwellañ er bed ekonomikel
- Priz kentañ : Breizh Odyssée
ul lec’h sevenadurel e Landevenneg hag a zo bet troet e lec’hienn Internet e brezhoneg. - Eil Priz : Ouest-France
evit bezañ lañset un heuliad podkastoù e brezhoneg, anvet Eus ur remziad d’egile. - Trede Priz : Skol vroderezh Pascal Jaouen
evit an dibunadeg « A-Galon » hag ar c’hentelioù brezhoneg aozet evit implijidi an embregerezh.
Levr a faltazi
- "Kan ar mel"Priz kentañ :« Kan ar mel »
gant Yannig Audran (Al Liamm). - Eil Priz : « Fulenn »
gant Yann-Charlez Kaodal (Al Liamm).
Trede Priz :« Planedenn paotr e bluenn »
gant Mich Beyer (An Alarc’h Embannadurioù).
Gwellañ krouidigezh kanet e brezhoneg
- Priz kentañ : Elodie Jaffre, Awena Lucas, Yann Le Bozec
Kanour Noz (Coop Breizh). - Eil Priz : Modkozmik
Volume 1 (Embroduet). - Trede Priz : Startijenn
Talm ur galon (Paker Prod)
"Kanour Noz"