Paul Molac dirak skolidi skol Diwan an AlreRoet ez eus bet da di-kêr an Alre live 1 al label Ya d’ar brezhoneg hag en em ouestlet eo da dizhout al live 2 dre sinañ ur Garta nevez gant 13 ober.
Dalc’het e oa bet al lid d’ar Yaou 25 a viz Mae 2023 er greizenn sevenadurel Atena dirak an it. Claire Masson, maerez an Alre hag an ao. Paul Molac, prezidant Ofis Publik ar Brezhoneg.
Abaoe sinadur ar garta e miz Mae 2016 ez eus bet lakaet e plas gant ar gumun 5 ober dibabet diwar 6. Gant an oberennoù da-heul e c’haller reiñ al label a live 1 dezhi : panelloù divyezhek evit mont e-barzh ha mont e-maez ar gumun, kartennoù-pediñ en div yezh evit an abadennoù aozet gant an ti-kêr, pennad-stur divyezhek er c’hannadig-kêr, responter an ti-kêr en div-yezh, diorren ar c’helenn divyezhek (hentad divyezhek digoret e 2019 er skol Joseph Rollo).
Divizet e oa bet a-unvouezh gant ar c’huzul-kêr e miz Meurzh 2022 kas 7 ober nevez ouzhpenn da benn dindan 3 bloaz gant ar soñj tizhout live 2 ar Garta :