Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Ur porched niverel digoret gant binvioù ha loazioù a bep seurt

Web gwelet en he brasañ

Teknologiezhioù nevez 30/10/2023

Porched niverel ar brezhoneg a oa bet kinniget d'ar gazetennerien e-kerzh un emvod-kelaouiñ d'an 30 a viz Here 2023 e Roazhon.

Web gwelet en he brasañDalc'het eo bet an emvod-kelaouiñ-mañ e Klub ar gazetennerien e Roazhon, dirak an ao. Paul Molac, prezidant an OPAB hag an ao. Christian Troadeg, besprezidant karget eus Yezhoù Breizh ha Bretoned ar Bed e Kuzul-rannvro Breizh.

Emañ an OPAB o paouez sevel ur porched a-ratozh hag a vod roadennoù niverel publik ha binvioù a bep seurt. Ur gwir araokadenn evit ar brezhoneg eo. Digoust eo ar servij-se ha digor eo d’an holl dre ar chomlec’h niverel.brezhoneg.bzh.


Diwar vremañ e c'haller kavout al loazioù-mañ war ar porched :

> Er geriadur istorel Meurgorf ez eus ouzhpenn 60 000 pennger, bouetaet a zeiz da zeiz. Ouzhpenn 150 000 skouer istorel tennet eus korpus geriadurel ar brezhoneg zo asambles gant o c’hendestenn, kinniget en un doare sklaer ha kronologel. Gant e zoare nevez e c’haller lenn fonetik ur ger ha selaou e zistagadur dre gomz, hag ivez adkavout aes ar gerioù kar pe o stummoù pleget da skouer. Gant al lusker enklask enframmet e vez aesoc'h kavout gerioù dre rummad yezhadurel pe dre ma vezont kavet en un oberenn vrezhonek bennak.

> En diaz roadennoù lec'hanvadurezh KerOfis ez eus ouzhpenn 52 000 fichenn hag a vez hizivaet bemdez gant servij Glad yezhel ha panellerezh an OPAB. Evel-se e c’haller kaout, da gentañ-penn, stumm reizh an anvioù-lec’h brezhonek. War ar gartenn OpenStreetMap e brezhoneg e kaver anezho diwar vremañ. Stummoù kozh an anvioù hag ar stummoù brezhonek testeniekaet a vez kinniget ivez, e-kichen titouroù all evel an orin istorel pe ar ster. An diaz termenadurezh TermOfis, eus TermBret, kreizenn dermenadurezh an OPAB, zo ouzhpenn 86 000 termen rummet dre zomani ennañ.

Web gwelet en he brasañ An troer nevez> E 2022 en doa roet an OPAB lañs d’un troer emgefre nevez efedusoc’h, goude un troer kentañ lañset e 2009 diwar ar reizhiad Open Source Apertium. An troer emgefre diazezet war an naouegezh artifisiel zo gouest da dreiñ war an tu brezhoneg-galleg ha war an tu galleg-brezhoneg war un dro. Krouet eo bet gant Alan Entem, ijinour war an naouegezh artifisiel anezhañ. Gant araokadennoù teknikel hiziv an deiz e c’haller diorren troerioù emgefre diwar rouedadoù neuronel lakaet da vont en-dro gant korpusoù divyezhek bihan a-walc’h o ment (war-dro 100 000 daouad frazennoù evit ar brezhoneg). Natureloc’h ha resisoc’h eo an testennoù a vez kinniget ha gwellaat a ra ar c’halite dre ma vez pinvidikaet ar c’horpus.

> Raktres sintezenn ar gomz e brezhoneg, lañset gant an OPAB e 2020 gant sikour Rannvro Breizh ha Penndileurierezh evit ar galleg ha yezhoù Frañs (DGLFLF) zo bet savet gant skipailh Ezteurel labourva an IRISA, war an dachenn deknikel, gant ur budjed a 200 000€. Taolet ez eus bet pled mat gant an OPAB ouzh kalite an distagañ hag ouzh an taol-mouezh, evit ma c’hallo ar benveg-mañ bezañ implijet evel benveg dave evit deskiñ ar yezh. Gant ar reizhiad-se, diazezet war an naouegezh artifisiel, e c’hallo ivez bezañ diorroet binvioù all evit ma c’hallfe bezañ klevet muioc’h a vrezhoneg er vuhez pemdeziek (GPSoù, kemennadennoù dre gomz en treuzdougen boutin, pignerezioù, responterioù…). Peder mouezh a c'haller klevet bremañ : div vouezh plac'h ha div vouezh paotr.

> Ar c’horpusoù skrivet ha klevet a ya d’ober unan eus al loazioù diazez war dachenn tretañ emgefre ar yezhoù naturel. 64 000 frazenn zo e korpus divyezhek galleg-brezhoneg an OPAB a implijer hiziv an deiz, ul lodenn eus memorioù treiñ an OPAB int. War-dro 50 eurvezh enrolladennoù brezhonek zo er c’horpus klevet savet e kenlabour gant an IRISA evit raktres sintezenn ar vouezh. Korpusoù all frank a wirioù a gaver ivez war ar porched (testennoù, enrolladennoù klevet, h.a.)
Labourat war kalite al loazioù, en o zouez korpusoù unyezhek ha divyezhek dave, a roio an tu da wellaat kalite ar reizhiad treiñ emgefre (stadegoù, neuron, hiron) ha da labourat war teknologiezhioù nevez an naouegezh artifisiel (digejañ ar gomz, graer kaozeadennoù evel ChatCPT...).

> Binvioù all a c’haller kavout war ar porched : ur fonetikelaer evit treuzskrivañ frazennoù brezhonek hervez lizherenneg etrebroadel ar fonetik, ur skoueriekaer evit lakaat aes da lenn e brezhoneg elfennoù evel sifroù pe arouezennoù arbennik, un silabifier a droc'h ur frazenn e silabennoù hag evit gouzout en a-raok e pelec’h e vo an taol-mouezh.


Kenderc’hel a raio ar porched niverel da emdreiñ en ur wellaat efedusted an ostilhoù a zo ennañ dija hag ivez gant diorren ostilhoù nevez ha loazioù nevez a-feur ma yelo ar stlenneg war-raok.

distreiñ da roll ar c'heleier