Emañ skipailhoù an OPAB o labourat evit krouiñ ul lec’hienn Internet nevez abaoe meur a sizhun.
Laouen omp o kinnig deoc’h lodenn gentañ al labour-se gant an ostilh gouestlet d’ar c’hlask labour, lakaet e plas e miz Kerzu : brezhoneg.bzh/labour
En em gavout a ra an digoradur-se gant embannadur disoc'hoù ar studiadenn nevez kaset da benn gant Arsellva implij ar yezhoù war plas ar brezhoneg e marc'had al labour, da lenn amañ.
brezhoneg.bzh/labourGant arc’hwelioù nevez al lec’hienn, enlinenn diwar vremañ, e vo aesoc’h d’an dutaerien skignañ o c’hinnigoù-labour hag evit an dud o klask ul labour kaout ar c’hinnigoù a glot ganto ha lakaat o anv. Gant ur gont tutaer e c'haller embann ha merañ e ginnigoù.
An ergonomiezh zo bet soñjet evit kavout an titouroù pennañ en un doare aes. Ouzhpenn-se, gant al lusker enklask hag an aozadur dre rummad e c’haller silañ ar c’hinnigoù. Pinvidikaet e vo al lec’hienn dre an hizivadennoù da zont.
Gallout a reer ouzhpennañ ar chomlec’h URL e pajenn degemer e urzhiataer, pe ar berradenn pe lakaat er pennroll, evit lenn ar c’hemennadennoù ingal. A-benn nebeut e vo lakaet un doare kemenn dre bostel war-sav. Aes e c’haller rannañ chomlec’h pep kinnig, dre bostel pe dre ar rouedadoù sokial.
Emichañs e c’hello al lec’hienn nevez-se lakaat ar vrezhonegerien a glask labour e darempred gant an implijerien o deus c’hoant da gavout un den gant barregezhioù war ar brezhoneg.