Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Kresket eo an dastumad geriaouegoù TermBret

Web gwelet en he brasañ

Termenadurezh 08/01/2024

Emañ TermBret, kreizenn dermenadurezh an OPAB, o paouez embann 6 geriaoueg nevez er rummad Termenoù diazez : ar rouedadoù sokial, ar veteorologiezh, an apotikerezh, an endro, al liorzhañ hag ar bitellat.

Web gwelet en he brasañEmañ TermBret, kreizenn dermenadurezh an OPAB, o paouez embann 6 geriaoueg nevez er rummad Termenoù diazez evit bastañ da ezhommoù pemdeziek ar vrezhonegerien.
Kinniget int e stumm levrigoù livet-kaer ha kavout a reer enno termenoù resis hag a sell ouzh temoù a bep seurt.

Klokaet eo bet an dastumad e fin 2023 gant 3 embannadur nevez :

  • « Ar rouedadoù sokial » : 150 termen teiryezhek (brezhoneg - galleg - saozneg) ha 15 pajenn evit komz eus ar pezh a vez kavet war Internet.

  • « Ar veteorologiezh » : termenoù talvoudus er gennad-mañ (antisiklonenn, glavventer, luc'hed...), e kenlabour gant Météo France.

  • « An apotikerezh » : gerioù evel moustrad bouilh, strinkell pe c’hoazh dilouezer zo da gavout el levrig evit bezañ yac’h ha dibistig.

Web gwelet en he brasañAn teir geriaoueg da-heul zo bet embannet ha klokaet. War-dro 20 termen zo bet ouzhpennet e-barzh pep anezho, tost da 150 termen neuze diwar-benn : An endro, Al liorzhañ, Ar bitellat.
O paouez dont er-maez int.

> Ar geriaouegi-mañ ha meur a c’heriaoueg all, war danvezioù a bep seurt, zo bet embannet ha gallout a reer pellgargañ anezho enlinenn e stumm pdf amañ : https://www.brezhoneg.bzh/100-geriaouegi.htm

An holl dermenoù-se a gaver e-barzh bank termenadurezh foran TermOfis e lec’hienn an OPAB. Ouzhpenn 85 000 termen a gaver ennañ betek-henn ha bemdez-c’houloù e vez pinvidikaet ar bank prizius-se : https://www.brezhoneg.bzh/87-termofis.htm

distreiñ da roll ar c'heleier