D'ar Gwener 2 a viz C’hwevrer e oa bet sinet live 2 ar garta Ya d'ar brezhoneg gant Mor-Bihan Gwened Tolpad e Gwened ; eno e oa an ao. Paul Molac, prezidant an OPAB, an ao. Jean-Jacques Page, kuzulier-kumuniezh an Tolpad-kêrioù dileuriet evit ar brezhoneg hag an ao. Ronan Loas, besprezidant an Oriant Tolpad ha Departamant ar Mor-Bihan.
Goude bezañ tapet live 1 ar Garta e 2021 en deus sinet Mor-Bihan Gwened Tolpad ur garta nevez gant 23 ober evit tizhout al live 2 a-benn 3 bloaz.
Palioù nevez zo da dizhout a-benn 2027 :
- - Kartennoù-bizit ha bannoù-sinañ ar posteloù en div yezh evit ar wazourien
- - Paperoù talbennet en div yezh
- - Renabliñ barregezhioù yezh gwazourien an DPKE dre un enklask treuzservij
- - Lakaat war-sav ha kas da benn ur steuñv stummañ war ar brezhoneg evit implijidi an DPKE dre stummadurioù micherel
- - Diorren klasoù divyezhek war dachenn an DPKE
- - Kemer e kont an divyezhegezh e kinnigoù-labour an DPKE
- - (Ken)arc’hantaouiñ pe sevel kentelioù tañva d’ar brezhoneg er skolioù zo war dachenn an DPKE
- - Enskrivañ an divyezhegezh er galvoù graet ouzh an embregerezhioù
- - Ober diouzh ma vo bep bloaz abadennoù e brezhoneg e kreizenn sevenadurel an DPKE
- - Sevel ur bodad treuzservij (dilennidi ha gwazourien) da heuliañ an doare da lakaat oberoù Ya d’ar brezhoneg e pleustr
- - Panellerezh ha kemennoù dre gomz divyezhek er modoù treuzdougen meret gant an DPKE (Kicéo)