Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Prizioù an Dazont 2024 : emgav e Naoned d'an 13 a viz Meurzh

Web gwelet en he brasañ Al lid a vo e Naoned d'an 13 a viz Meurzh 2024 (digor d'an holl, plasoù da virout en a-raok)

Brezhoneg 12/02/2024

Juri ar Prizioù 2024 a oa en em vodet nevez zo evit gouzout piv a vefe rakdibabet. D’ar Merc'her 13 a viz Meurzh e vo dibabet urzh ar prizioù a vo roet e Naoned.

Bep bloaz e vez aozet Prizioù dazont ar brezhoneg gant France 3 Breizh hag Ofis Publik ar Brezhoneg. Teurel a reont sklêrijenn ouzh ar gwellañ krouidigezhioù e brezhoneg er bloaz paseet. Roet e vez ar garedonoù-se da dud prevez, da gevredigezhioù, da embregerezhioù pe da ensavadurioù o deus lezet ur merk en neveziñ e brezhoneg.

Ar bloaz-mañ e vo lidet Prizioù dazont ar brezhoneg evit ar wech kentañ e kêr-benn istorel Breizh. E Naoned, d'an 13 a viz Meurzh er sal Paul Fort, e vo degemeret an darvoud.
Evit mirout plasoù digoust eo ret tremen dre al lec'hienn
weezevent.com :


Ar rakdibab

7 den a bep seurt oad hag a bep seurt tu a ya d’ober ar juri. Bodet int bet evit dibab tri loread evit pep rummad. Emgav d’an 13 a viz Meurzh neuze, pe d'ar 14 da 10e55 noz war Frañs 3 Breizh ha war france.tv evit gouzout gant piv ez ay ar prizioù.


Rummad Kevredigezh :

  • Deus ’ta, ur festival hag a vez bodet ha skoazellet gantañ an obererien a gas ar brezhoneg ha sevenadur Breizh war-raok e bro Brest ;
  • Heklev podkast, a ra war-dro ur savenn evit ar podkastoù e brezhoneg ;
  • Sked, evit bezañ digoret Jibidi, ar vagouri vrezhonek kentañ e Brest meurgêr, e kenlabour gant ar C’hef goproù-tiegezh, Ti-kêr Brest ha Gwarez ar mammoù hag ar vugale.

Rummad Levr faltazi :

  • Moussa, istorioù berr, gant Kristian Braz ;
  • Ribin-diribin, gant Jorj Abherve-Gwegen ;
  • Amiraled Kab Horn, gant Herve ar Beg.


Rummad Strollegezh :

  • An Oriant Tolpad-Kêrioù (56), evit bezañ anvet un dilennadez karget eus ar brezhoneg ha bezañ krouet ur post gwazourez gouestlet d’ar yezh ;
  • Ti-kêr Laozag (56), evit bezañ kaset un toullad oberoù da benn evit ar brezhoneg, evel da skouer digeriñ un hentad kelenn divyezhek ;
  • Mirva natur rannvroel Plounerin (22), evit bezañ troet e brezhoneg ostilhoù da gelaouiñ an dud ha da sachañ o evezh.


Rummad Kleweled :

  • Penn-kil-ha-troad, gant Emmanuel Roy ;
  • Ki ma mamm, gant Mai Lincoln ;
  • Re ar menez, gant Dounia Wolteche-Bovet.

Rummad Embregerezh :


Rummad Pladenn kanet e brezhoneg :

  • Barba Loutig · Blev ;
  • Ivarh · Huñvre ;
  • Morwenn Le Normand & Roland Conq · Daou.


Rummad Brezhoneger⸱ez ar bloaz :

  • Christelle Chevallier-Gaté, stummerez ha psikologourez. Savet he deus an embregerezh Heol al Loar a c’hall skoazellañ an dud e brezhoneg ;
  • Nolwenn Le Dissez, ortofonourez. Kinnig a ra kuzuliadennoù e brezhoneg ;
  • Thomas André, ur skiper yaouank eus Brest hag en deus kemeret perzh er Mini Transat. Reiñ a ra brud da Ziwan, lec’h m’eo bet skoliataet.

D’ar Merc'her 13 a viz Meurzh 2024 adalek 6e e vo dibabet urzh ar prizioù a vo roet er sal Paul Fort e Naoned, gant sonadeg Quinquis da gregiñ ganti.

Mont e-barzh digoust da virout en a-raok. Plasoù da virout enlinenn

distreiñ da roll ar c'heleier