Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

30 kamp vakañsoù aozet evit an hañv 2024

Web gwelet en he brasañ

Kampoù vakañsoù 05/04/2024

Dalc'het e oa bet un emvod-kelaouiñ d'an 3 a viz Ebrel gant an UBAPAR hag an OPAB evit kinnig kampoù vakañsoù an hañv 2024.

Brudañ a ra ar rouedad kevredigezhioù UBAPAR (Unvaniezh Breizh buheziñ ar broioù diwar ar maez) ar chomadennoù vakañsiñ e brezhoneg bep bloaz.

D'an 3 a viz Ebrel e oa bodet e Ti-kêr Kemper an it. Sterenn Le Guillou, e karg eus an dudi brezhonek gallaouek en UPABAR, an ao. Fulup Jakez, rener an OPAB, an ao. Stéphane Merrer, rener Ti Menez Are, an it. Anaëlle Le Pann, kenurzhierez Emglev Bro Douarnenez hag an it. Anna-Vari Chapalain, eilmaerez e karg eus ar brezhoneg e Kemper.

Pal ar c'hampoù vakañsoù e brezhoneg eo :

  • - Bevañ e brezhoneg er maez eus ar skol
  • - Diorren barregezhioù yezh ar vugale
  • - Krouiñ darempredoù mignoniaj nevez e brezhoneg, gant bugale eus Breizh a-bezh
  • - Broudañ emrenerezh ar vugale
  • - Sevel ur spered buhez a-stroll

Un nebeud sifroù :

  • 12 aozer kampoù vakañsoù e 2024
  • 30 kamp e miz Gouere hag e miz Eost 2024 ha 2 e miz Here
  • 743 bugel a zo bet o vakañsiñ e brezhoneg e 2023
  • 12 000 plegfollenn dasparzhet en hentadoù divyezhek
  • Temoù a bep seurt, kampoù evit ar vugale (6-12 vloaz) hag ar grennarded (12-17 vloaz) brezhoneger

> Abaoe miz Meurzh eo digoret an enskrivadurioù el lec'hienn www.vakansou-otieus.bzh


Pellgargit roll an holl gampoù vakañsoù !


distreiñ da roll ar c'heleier