Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Diskouezadegoù ha gweladennoù heñchet e brezhoneg er Roc’h-Ugu

Web gwelet en he brasañ

Diskouezadeg 21/06/2024

Kinnig a ra Domani-departamant ar Roc’h-Ugu un diskouezadeg verrbad nevez, e brezhoneg, a c’haller gwelet betek ar 6 a viz Here 2024.

Web gwelet en he brasañ Ar skritell e brezhoneg penn-da-benn.

Kinnig a ra Domani-departamant ar Roc’h-Ugu un diskouezadeg verrbad nevez, « EFED, en em soñjal war ar vevliesseurted », a c’haller gwelet betek ar 6 a viz Here 2024. Lakaat ar ra ar weladennerien da anavezout gwelloc’h plas Mab-den e-barzh emdroadur ar bed hag e efedoù war ar vevliesseurted. Un digarez eo ivez da ginnig ar vevliesseurted dibar a vez kavet e park ar Roc’h-Ugu.

Gant an OPAB eo bet troet testennoù an diskouezadeg a c’haller kavout e levrig divyezhek an diskouezadeg 2024 (pellgargañ amañ).

Bep miz e vez kinniget gweladennoù heñchet e brezhoneg eus an diskouezadeg « EFED, en em soñjal war ar vevliesseurted », gant un hanterourez sevenadurel. Da 2e30 e vo d'an 21 a viz Gouere, d'an 18 a viz Eost, d'ar 15 a viz Gwengolo ha d'ar 6 a viz Here. Plasoù zo da virout enlinenn, amañ.

Ar bloaz-mañ e vez kinniget gweladennoù heñchet ar c’hastell hag e ziskouezadeg pad e brezhoneg a-hed an hañv. Plasoù da virout enlinenn, amañ.

An diskouezadeg hag an hentad-pad a zo troet e brezhoneg penn-da-benn, gant harp an OPAB ivez (skouer ur fichenn-sal ar c’hastell e brezhoneg).
Evit gwelet an ostilhoù brezhonek all a vez kinniget d’ar weladennerien, kit war-zu ar bajenn-mañ : https://larochejagu.fr/outils-de-visite-en-langue-bretonne

distreiñ da roll ar c'heleier