Kinnig a ra Ofis publik ar brezhoneg ur post diorroer - den karget eus ar sistemoù kelaouiñ.
E diabarzh ar pol Melestradurel e ray an Diorroer - den karget eus ar sistemoù niverel war-dro kinnig diskoulmoù a glot gant mont en-dro ha raktresoù an OPAB, diorren an ostilhoù dibar rekis (diazoù roadennoù, programmiñ), kinnig ur skoazell divizout evit prenañ ha reneveziñ dafar urzhiataerezh an OPAB.
Lakaat e anv a-raok an 30 a viz Gwengolo 2024 dre hol lec'hienn brezhoneg.bzh/br/labour/