E-pad an hañv e vo kinniget gant ur bern mirdioù diskouezadegoù troet e brezhoneg gant an OPAB. Goulennit titouroù a-raok ho kweladenn evit kaout ul levrig e brezhoneg e lec’hioù zo. E mirdioù zo e vez kinniget ivez gweladennoù heñchet e brezhoneg, da virout en a-raok.
Ma n’eo ket brav an amzer e kavoc’h lec’hioù dudi e-leizh memes tra evit un hañvezh sevenadurel.
◉ Kêr Vrest : « Glaz-mor ha laz-mor », 1.200 plakenn goad diskouezet da-geñver Gouel ar Bigi e Brest, er stalioù ha Plasenn ar mekanikoù er Gabusined.
• Gouzout hiroc’h : www.ateliersdescapucins.fr
◉ Plasenn Maurice-Marchais e Gwened : « De Gaulle ha Breizh», diskouezadeg luc’hskeudennoù eus an 18 a viz Mezheven d’an 22 a viz Gwengolo.
• Gouzout hiroc’h : www.mairie-vannes.fr
◉ Milmarin, kreizenn-dizoleiñ war vor e Plaeraneg : « Aodoù boutin», diskouezadeg verrbad eus miz Gouere 2024 betek miz Ebrel 2026. Gweladennoù heñchet e brezhoneg d'ar 6 a viz Eost eus 2e30 da 4e gm : mirout plasoù enlinenn
• Gouzout hiroc’h : www.milmarin.bzh
◉ Domani Trevare : « Selloù arzourien», diskouezadeg gant Roland Cognet “Goude ar gwallamzer”, eus an 8 a viz Gouere d’ar 6 a viz Here 2024.
• Gouzout hiroc’h : www.cdp29.fr
◉ Mirdi an Arzoù-kaer - Ar C’hovu e Gwened : diskouezadeg « Jean Mingamm, doc’h lusk al liv » eus an 20 a viz Ebrel betek an 30 a viz Gwengolo.
• Gouzout hiroc’h : www.mairie-vannes.fr
◉ Mirdi arzoù-kaer Brest : diskouezadeg verrbad “Galv ar Mor” betek ar 1añ a viz Gwengolo 2024.
• Gouzout hiroc’h : musee.brest.fr
◉ Chapel an Ursulinezed ha mediaoueg Kemperle : skritelloù “Skedoù ar spiswel” gant Alain ar C’herneg, da welet eus an 8 a viz Mezheven d’an 20 a viz Here.
• Gouzout hiroc’h : www.quimperle.bzh
◉ Iliz Sant-Ronan e Lokorn : diskouezadeg “600 vloaz iliz Lokorn” betek ar 1añ a viz Kerzu 2024.
• Gouzout hiroc’h : www.locronan-tourisme.bzh
Un nebeud diskouezadegoù a c'haller gweladenniñ war-bouez ul levrig brezhonek :
◉ Mirdi Breizhek an Departamant e Kemper : « War-zu ar mor », diskouezadeg verrbad a ginnig luc’hskeudennoù Jacques de Thézac ha Valentin Figuier, eus ar 1añ a viz Gouere 2024 d’an 31 a viz Kerzu 2025.
Pellgargañ al levrigoù hag ar c'hoarioù e brezhoneg : musee-breton.finistere.fr
• Gouzout hiroc’h : musee-breton.finistere.fr
◉ Palier Roc’han e Landerne : « Gweledvaoù hollgaer diwar-benn Yan’ Dargent », diskouezadeg eus ar 7 a viz Mezheven d’an 3 a viz Du 2024. Levrig brezhonek ha gweladennoù heñchet e brezhoneg.
• Gouzout hiroc’h : galeriederohan.landerneau.bzh
◉ Mediaoueg François Mitterrand – ar Gabusined e Brest : “Janed, merc'h Brest”, diskouezadeg c’hallek ha levrig divyezhek e-kerz an dud, eus ar 15 a viz Mezheven d’an 22 a viz Gwengolo 2024.
• Gouzout hiroc’h : brest.fr
◉ Mirdi ar Faoued : “Ernest Guérin, livour hag enliver breizhat”, diskouezadeg c’hallek ha levrig brezhonek, betek ar 6 a viz Here 2024.
• Gouzout hiroc’h : www.museedufaouet.fr
◉ Domani-departamant ar Roc’h-Ugu : « EFED, en em soñjal war ar vevliesseurted », diskouezadeg verrbad betek ar 6 a viz Here 2024. Levrig ha gweladennoù heñchet e brezhoneg.
• Gouzout hiroc’h : www.brezhoneg.bzh