Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Un arload e brezhoneg evit Emvod ar Gelted

Web gwelet en he brasañ

Teknologiezhioù nevez 06/08/2024

Kinnig a ra arload Emvod ar Gelted ur profil brezhonek evit ar festival a vo dalc'het en Oriant etre an 12 hag an 18 a viz Eost 2024. Gallout a ra ar vrezhonegerien kavout an titouroù en o yezh.

Web gwelet en he brasañ app.fragolabs.comEr blez-mañ e vo kinniget ur profil brezhonek en arload Emvod ar Gelted. Ul lec’h ouzhpenn eo evit kinnig titouroù pleustrek a bep seurt e brezhoneg, lakaet e plas gant sikour servij treiñ an OPAB.

Perak ha penaos pellgargañ an arload ?

Eno e vo taolet sklêrijenn war ar sonadegoù, ar filmoù, an abadennoù hag an abadennoù meur a vo diwar-benn sevenadur Breizh e-pad Emvod ar Gelted e 2024.
Meur a rummad a vo gallet kaout e brezhoneg, un tres etreoberiat, hag oberourien ar c’hornad evit ar brezhoneg a vo lakaet war wel.

Un taol-esa kentañ eo hag a c'hello bezañ pinvidikaet en dazont. Emañ an divyezhegezh e-kreiz obererezh ar festival evel siner an emglev Ya d'ar brezhoneg.

Gallout a rit klikañ war al liamm amañ dindan pe skanniñ ar c’hod QR, ha mont d’« ho korn », ivinell « profil », en arload ar festival :
https://app.fragolabs.com/8f422e1f-4797-4308-8626-f7c42762cb9a

distreiñ da roll ar c'heleier