Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Webinar : al lec'hanvadurezh hag ar chomlec'hiañ

Web gwelet en he brasañ

Servij Glad Yezhel an OPAB

Dilennidi, gwazourien-kêr, gwazourien etre kumunioù... Lakait hoc'h anv evit ar c'hendalc'h a vo aozet a-bell d'ar Meurzh 17 a viz Gwengolo 2024 etre 10e ha kreisteiz diwar-benn ar chomlec'hiañ hag an anvioù-lec'h.

Gant GeoBretagne ha Mégalis Bretagne e vo aozet ur webinar tematek diwar-benn ar BACHOB (bank chomlec’'hioù broadel) ha doujañs al lec’hanvadurezh.

> Evit lakaat e/he anv : https://services.megalis.bretagne.bzh/evenement/webinaire-adresse-2-temoignage-de-communes/ (furmskrid)

Programm :

• Pennad-digeriñ : ANCT (Ajañs vroadel ar c'henstagañ tiriadel)

Ar pleustroù mat gant al lec'hanvadurezh gant :

  • – mirout an anvioù-lec’h ha kaout chomlec’hioù brezhonek gant an OPAB
  • – merañ ul lec’h-anv e pleustr, gant Mégalis Bretagne / ANCT

• Testenioù gant kumunioù e Breizh :

  • – skouerioù gant kumunioù ar Faou, Speied ha Plegad-Gwerann (da gadarnaat)

• Ostilhoù evit sikour ac'hanoc'h gant servij SIG bro Brest

• Kaozeadennoù ha goulennoù

Web gwelet en he brasañ
Kavout a reot teulioù war lec'hiennoù ar frammoù a gemer perzh er webinar :

  • > Plegfollenn sintetek savet gant an OPAB diwar-benn ar chomlec'hiañ hag ar brezhoneg evit ar BACHOB : pellgargañ amañ
  • > Pajenn an OPAB diwar-benn al lec’hanvadurezh vrezhonek : amañ
  • > Danvez savet gant Megalis diwar-benn ar Bank chomlec’hioù lec'hel, war services.megalis.bretagne.bzh



distreiñ da roll an darvoudoù