Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

« Fañchig Kouer », ur magazin evit ar vugale

Web gwelet en he brasañ

Bugale 13/09/2024

« Fañchig Kouer » zo ur gelaouenn bedagogel evit ar re yaouank 7-11 vloaz e brezhoneg.

« Fañchig Kouer » zo ur gelaouenn bedagogel evit ar re yaouank 7-11 vloaz. Pep kazetenn a ro an tu d’ober anaoudegezh gant ur produ eus al labour-douar dre hanezennoù, c'hoarioù, livadurioù ha bannoù-treset.

Frouezh ur c’henlabour eo etre Labourerien-douar Breizh, Labourerien-douar Yaouank Breizh, Warc'hoazh e vin peizant hag Ofis publik ar brezhoneg evit an treiñ e brezhoneg.

Kelaouiñ ar vrezhonegerien yaouank divyezhek, skolidi an holl hentadoù, dre c’hoarioù a bep seurt eo ar pal. Hep mar e vo dedennet an dud a zesk brezhoneg ivez !

D’ar vorzhed-hoc’h eo gouestlet an niverenn ziwezhañ deuet er-maez a-raok an hañv.

An holl niverennoù a c’hall bezañ kavet e stumm pdf el lec’hienn agriculteurs-de-bretagne.bzh



distreiñ da roll ar c'heleier