Marine Lavigne ha Kadvael Jolivet a zo, pep hini en o doare, dazont lugernus ar c’hompoziñ e brezhoneg. E-pad daou zevezh e kinnigint d’ar stajidi ar pezh o deus skrivet ha petra a levezon anezho, ha kinnig a raint ivez c’hoarioù ha poelladennoù skrivañ kanaouennoù a bep seurt stil.
Evit an holl vrezhonegerien o deus c’hoant da vagañ o skritur e brezhoneg.
60€ an daou zevezh
Lakaat e anv : emglev.bro.dz@gmail.com