Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Geriaoueg reolennoù an hentoù

Web gwelet en he brasañ

Termenadurezh 01/10/2024

Emañ TermBret, kreizenn dermenadurezh an OPAB, o paouez embann ur c’heriaoueg nevez diwar-benn reolennoù an hentoù.

Gant diorren ar c’helenn divyezhek ez eo stankoc’h-stankañ ar grennarded vrezhonek ha krennardezed brezhonek hag ur bazenn heverk eo an aotre-bleinañ e buhez an oadourien yaouank. Soñjet hor boa eta e oa pouezus kas war-raok ha stabilaat termenaoueg an dachenn-se evit ma c’hallfe ar yezherien ha yezherezed kaout un ostilh diwar-benn ar bleinañ aes d’ober gantañ.

Ouzhpenn 500 termen e pep yezh a ya d’ober Geriaoueg reolennoù an hentoù (roll brezhoneg-galleg da-gentañ hag an hini galleg-brezhoneg da-heul) embannet ar miz-mañ.

Levrig pdf da bellgargañ amañ

distreiñ da roll ar c'heleier