Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Levrigoù e brezhoneg gant Ti ar Glad e Kemper

Web gwelet en he brasañ Ti ar Glad e Kemper

Servij Treiñ-Aliañ an OPAB 28/11/2024

Servij glad Kêr Gemper en deus savet meur a deul a dalvoudeka pinvidigezh glad Kemper troet e brezhoneg gant an OPAB.

Servij glad Kêr Gemper en deus savet meur a deul a dalvoudeka pinvidigezh glad Kemper e brezhoneg.
Kemper zo ezel eus Rouedad vroadel ar C'hêrioù hag ar Broioù Arz hag Istor. Gant servij buheziñ ar glad e vez kizidikaet Kemperiz hag ar weladennerien eus lec’h all oc’h aozañ gweladennoù, raktresoù pedagogel, diskouezadegoù gant levrigoù…

E-krec’h plasenn an Amann emañ Ti ar glad, en ostel prevez ar Pavilhon (anvet gwechall « ostel Koadbili »). Ofis publik ar brezhoneg a genlabour ingal gant Ti ar glad gant ar pal kinnig an teulioù e brezhoneg penn-da-benn. Dre-se ez eus bet embannet nevez zo e brezhoneg ul levrig diwar-benn istor ar savadur bras-se a vez graet « Ti ar Pavilhon » anezhañ abaoe 2023 : « Ur sell a-dost war Ti ar Pavilhon Kemper » (da lenn enlinenn amañ)

Abaoe an hañv e vez kinniget ul levrig “Fokus” nevez a c'haller kaout evit gouzout hiroc'h diwar-benn Liorzh ar Prioldi, nepell eus ar stêr Oded e karter Lokmaria. Gant an titouroù bet troet gant an OPAB e c’haller kompren gwelloc’h pegen talvoudus eo al lec’h-mañ labelaet « Liorzh dibar », gant e framm, al loened hag ar plant a vez kavet eno : « Fokus Liorzh ar prioldi Kemper - Lokmaria » (da lenn enlinenn amañ)

A-benn nebeut e c’hallot kavout un embannadenn nevez « Ur sell a-dost » hec’h anv diwar-benn Hent an halaj e Kemper. Emañ o vezañ troet gant servij Treiñ-Aliañ an OPAB.

Levrigoù all evit prientiñ gweladennoù ar glad a c’haller pellgargañ ivez e lec’hienn an Ti-kêr e lodenn « teulioù e brezhoneg » ar bajenn-mañ :
https://www.quimper.bzh/1584-reservez-vos-visites-du-patrimoine.htm

distreiñ da roll ar c'heleier