Ti ar Vro Kemper a ginnig deoc’h un devezh abadennoù e brezhoneg evit lidañ asambles Gouel Nedeleg !
Roll an devezh :
- 10e mintin : Tresadennoù bev e brezhoneg : « Ar vigornez hag ar balum » + « Ar valeadenn war valaenn »
(padout a raio tro-dro 52mn (2 x 26mn) – adalek 3 bloaz – e brezhoneg hep istitloù)
- 3e g-m : Sonadeg « Kalon ha livioù » war tem al livioù, ar fromoù ha gouelioù fin ar bloaz, lusket e brezhoneg gant Kat & Fred (padout a raio 1 eurvezh – digor d’an holl – e brezhoneg)
- 4e g-m : Merenn-vihan Nedeleg
War al lec’h diouzh an abardaez : standoù gant Bannoù-heol, Dizale ha Sten Charbonneau (c’hoarioù APLUD).
Evit mirout e blas ha mont e darempred ganeomp : Ti ar Vro Kemper | 02 98 90 70 43 | clelia@tiarvro-kemper.bzh
https://www.tiarvro-kemper.bzh/wave_event/gouel-nedeleg-ar-familhou-fete-de-noel-des-familles-en-breton-2/