E brezhoneg pe e galleg, deuit da zizoloiñ diskouezadeg skrivagnerien Treger-Goueloù kinniget gant Levraoueg Hollvrezhonek Kawan (BCA22) ha Ti ar Vro Treger-Goueloù.
Dre boltredoù berr en div yezh, kit da bourmen er vro gaer-mañ ha kejit gant Anatol ar Braz, Jarl Priel pe Yvon Le Men. Plijadur ‘po o tañva mojennoù, romantoù ha barzhonegoù savet etre an XIXvet kantved hag an deiz a herie.