Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Disoc’hoù ar studiadenn sokioyezhoniel nevez

Web gwelet en he brasañ

Brezhoneg 29/01/2025

D'an 20 a viz Genver 2025 e oa deuet er-maez disoc'hoù ar studiadenn sokioyezhoniel nevez gant an ensavadur TMO urzhiet gant Rannvro Breizh.

Hervez studiadenn sokioyezhoniel an ensavadur TMO urzhiet gant Rannvro Breizh ez eus bet brasjedet e oa e-tro 107 000 brezhoneger e 2024 (hep kontañ ar re dindan 15 vloaz). Un digresk bras eo e-keñver enklask 2018 a roe c’hoazh 214 000 yezher.

Kempouezetoc’h eo piramidenn an oadoù abalamour d’an niver bras a yezherien gozh aet da anaon : kouezhet-kalz eo lodenn ar yezherien en tu all da 70 vloaz tra ma seblant stabilaat an niver a vrezhonegerien dindan 40 vloaz, gant un tamm kreskig ouzhpenn marteze. 70 vloaz e oa an oad keitat e 2018, e-skoaz 58 vloaz e 2024.

Kendalc’het en deus lodenn treuzkas ar yezh dre an deskadurezh da greskiñ. An doare pennañ da dreuzkas ar yezh eo hiziv (78%). Atav ken kreñv eo harp ar Vretoned evit diorren ar yezh : 72 % a garfe e vefe kelennet muioc'h ar brezhoneg er skolioù ha 70 % zo ali da gaout ur chadenn skinwel pe radio e brezhoneg. 30 % eus ar yezherien a implij ar brezhoneg enlinenn (posteloù, rouedadoù sokial...) e-skoaz 10 % e 2018, ar pezh a laka war wel eo alfabetekaet ar yezherien bremañ muioc’h-mui.
Ar stummañ dre ziorren kinnig ar c'helenn brezhoneg hag ar stummañ d’an oadourien a rank chom ar briorelezh evit stabilaat an niver a yezherien war grenn dermen.

Lenn an disoc'hoù pennañ el lec'hienn bretagne.bzh

distreiñ da roll ar c'heleier