Devezh ar brezhoneg e Penn-ar-Bed : un darvoud a-ratozh evit soubañ e sevenadur Breizh !
Fellout a ra d’an Departamant broudañ an dud da zeskiñ brezhoneg a-hed ar skoliata, ha degas c’hoant d’ar re yaouank da zelc’her ganti er skolaj dreist-holl. Ar bloaz-mañ e vo kemeret perzh ennañ gant ar skolioù publik, prevez katolik ha Diwan eus Douarnenez, eus ar C’hab, eus ar Vro Vigoudenn ha skolajidi Kemper. Enskrivet eo bet ar skolidi gant ar gelennerien dija.
• 9e30-3e30 gm
Brezhoneg penn-da-benn (Evit ar skolidi hepken) :
Un devezh dibar a vo kinniget da skolidi divyezhek ar c’horn-bro (eus ar CM1 d’ar 6vet). Atalieroù sirk, slam, gouren, advouezhiañ filmoù, dañsoù, hulahoop, c’hoariva… hag e brezhoneg penn-da-benn !
• 6e30 noz : Tañva d’an dañsoù gant Korriged Is. Tri zaol seul-troad hag it e-barzh an dañs !
• 7e30 noz : Digoradur an nozvezh gant Jocelyne POITEVIN, Maerez Douarnenez, 1añ Bezprezidantez an Departamant, Véronique BOURBIGOT, Bezprezidantez karget eus ar sevenadur, Aline CHEVAUCHER, Maerez Plouenan ha kuzulierez-departamant karget eus ar brezhoneg hag un dileuriad Emglev Bro Douarnenez.
• Etre 8e noz hag 1e vintin : FEST-NOZ gant strolladoù nevez al leurennoù e Breizh, digoust ha digor d’an holl, gant :
- Ar bagad Glaziked Pouldergat
- Ar strolladoù ISKIS ha SHõ !
- AR GANERIEN HAG AR C’HANEREZED Christian ha Sylvie Rivoalen, Dorval/Constantien, Olwen ha Milio
- ATALIER HENGOUNEL SKOL SONEREZH HA DAÑSOÙ AR GUMUN