Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Prizioù an Dazont 2025 e Plougerne d'an 18 a viz Meurzh

Web gwelet en he brasañ E Plougerne e vo al lid d'an 18 a viz Meurzh 2025 (digor d'an holl)

Brezhoneg 20/02/2025

Juri ar Prizioù 2025 a oa en em vodet nevez zo evit gouzout piv a vefe rakdibabet. D’an 18 a viz Meurzh e vo dibabet urzh ar prizioù a vo roet e Plougerne.

Bep bloaz e vez aozet Prizioù dazont ar brezhoneg gant France 3 Breizh hag Ofis Publik ar Brezhoneg. Teurel a reont sklêrijenn ouzh ar gwellañ krouidigezhioù e brezhoneg er bloaz paseet. Roet e vez ar garedonoù-se da dud prevez, da gevredigezhioù, da embregerezhioù pe da ensavadurioù o deus lezet ur merk en neveziñ e brezhoneg.

E Plougerne, e Bro-Leon, e vo kinniget 28vet lid ar Prizioù, prizioù dazont ar brezhoneg, er bloaz-mañ. D’an 18 a viz Meurzh e vo dalc'het an abadenn veur diouzh noz er sal Armorica.

Ur juri, hag a zo seizh den a bep seurt ennañ, zo en em vodet hag en deus rakdibabet tri danvez loread dre rummad.


Ar rakdibab

Rummad Kevredigezh :

  • SDAY, Sevenadur Dudi Abadennoù Yaouankiz e brezhoneg e Karaez ;

    Diwan Breizh, evit bezañ savet un hentad micherel ;

    Kuzul skoazell Diwan Sant-Brieg, evit bezañ savet ur c’heriaoueg divyezhek evit tud ar skolidi.


Rummad Levr faltazi :


Rummad Strollegezh :

  • Kemper evit bezañ savet ur sturlevr evit ober gant ar brezhoneg e kêr ;

    Montroulez kumuniezh evit bezañ savet ur brastres evit an implij eus ar brezhoneg ;

    Treve evit bezañ digoret un hentad divyezhek en he skol bublik.


Rummad Kleweled :

  • Naig ha me, un teulfilm 52mn sevenet gant Claire Villalon (Internep - Le Cercle bleu - France 3 Breizh - ar skinwelioù lec’hel eus Breizh ha Brezhoweb),

    Reizh.Direizh, ur stirad 7 pennad 7mn sevenet gant Anne Gouerou (Tita B Productions - France 3 Breizh),

    Tomaz, Frankiz hag ar mor bras, un teulfilm 52mn sevenet gant Ronan Hirrien (France 3 Breizh).


Rummad Embregerezh :

  • Apizee, a ginnig treiñ teulioù teknikel e brezhoneg ;

    Nat B. Good, lec’hienn ha rouedadoù sokial e brezhoneg ma vez kinniget stummadurioù ;

    Nerzh Glas, kevredad dihuziliañ en deus ul lec’hienn ha binvioù kehentiñ e brezhoneg.


Rummad Pladenn kanet e brezhoneg :


Rummad Brezhoneger⸱ez ar bloaz :

  • Géraldine Beaumont, bet skrivet ganti un dornlevr brezhonek evit bitellat ;

    Gweltaz Duval-Gwennog, a ziorren plas ar brezhoneg er stlennegezh hag en naouegezh artifisiel ;

    Thomas Godin, arzour-livour-engraver a laka ar brezhoneg da skediñ dre ar bed.

distreiñ da roll ar c'heleier