Setu amañ roll al loreidi renket diouzh vot ar bodad-barn a oa bet dalc'het d'an 18 a viz Meurzh a-raok an 28vet abadenn Prizioù Dazont ar brezhoneg aozet e Plougerne.
300 arvester o doa kemeret perzh el lid ma voe roet Prizioù dazont ar brezhoneg er greizenn sevenadurel Armorika e Plougerne. Filmet e oa bet an abadenn gant Frañs 3 Breizh, skignet war-eeun evit ar wech kentañ, war ar savenn france.tv, al lec’hienn France 3 Breizh hag ar rouedadoù sokial. Gallout a reer sellet outi e replay, war YouTube. Skrignet e vo an abadenn istitlet e galleg war ar skinwel d’ar Merc'her 26 a viz Meurzh da 1e05 da noz.
Setu roll al loreidi dre rummad e 2025 :
Brezhoneger⸱ez ar bloaz
Priz kentañ : Gweltaz Duval-Gwennog, a ziorren plas ar brezhoneg er stlennegezh hag en naouegezh artifisiel ;
Eil Priz : Thomas Godin, arzour-livour-engraver a laka ar brezhoneg da skediñ dre ar bed ;
Trede Priz : Géraldine Beaumont, bet skrivet ganti un dornlevr brezhonek evit bitellat.
Kevredigezhioù
Priz kentañ : Diwan Breizh, evit bezañ savet un hentad micherel
Eil Priz : Kuzul skoazell Diwan Sant-Brieg, evit bezañ savet ur c’heriaoueg divyezhek evit tud ar skolidi.
Trede Priz : SDAY (Sevenadur Dudi Abadennoù Yaouankiz) evit ar greizenn dudi e brezhoneg e Karaez
Strollegezh tiriadel
Priz kentañ : Montroulez kumuniezh evit bezañ savet ur brastres evit an implij eus ar brezhoneg ;
Eil Priz : Kemper evit bezañ savet ur sturlevr evit ober gant ar brezhoneg e kêr ;
Trede Priz : Treve evit bezañ digoret un hentad divyezhek en he skol bublik.
Gwellañ sevenidigezh kleweled
Priz kentañ : Tomaz, Frankiz hag ar mor bras, un teulfilm 52mn sevenet gant Ronan Hirrien (France 3 Breizh)
Eil Priz : Naig ha me, un teulfilm 52mn sevenet gant Claire Villalon (Internep - Le Cercle bleu - France 3 Breizh - ar skinwelioù lec’hel eus Breizh ha Brezhoweb)
Trede Priz : Reizh.Direizh, ur stirad 7 pennad 7mn sevenet gant Anne Gouerou (Tita B Productions - France 3 Breizh)
Intrudu gwellañ er bed ekonomikel
Priz kentañ : Apizee, a ginnig treiñ teulioù teknikel e brezhoneg ;
Eil Priz : Nat B. Good, lec’hienn ha rouedadoù sokial e brezhoneg ma vez kinniget stummadurioù ;
Trede Priz : Nerzh Glas, kevredad dihuziliañ en deus ul lec’hienn ha binvioù kehentiñ e brezhoneg.
Levr a faltazi
Priz kentañ : Va Zammig seiZenn ruZ, Paskal Hervio ;
Eil Priz : Kali Torrdent, Loeiza an Duigoù ;
Trede Priz : Tan ha distan, Paol ar Meur.
Gwellañ krouidigezh kanet e brezhoneg
Priz kentañ : Pilhoù, Kaolila
Eil Priz : Melezour, Talec-Noguet
Trede Priz : Reuz e Brest, Jakez ar Borgn & Typhaine Corre
An holl loreidi war leurenn ar Prizioù 2025 © Didier Echelard
Lusket eo bet al lid gant ar strollad EMEZI, un daouad leun a startijenn a vesk sonlivioù pop hag Rnb gant ampartiz. Eilet e oa gant an daouad elektro "ROz x Swann" hag e-se e vez strobinellet muioc’h c’hoazh an nen gant o arvest, ma vez klevet mouezhioù kreñv ha testurioù elektronek nevezus mesk-ha-mesk.