Gant Christelle Chevallier-Gaté : stummerez, psikologourez ha klaskerez abaoe ouzhpenn 20 vloaz.
Kinnig a raio he hent micher ha penaos hennezh en deus kejet hent Breizh hag hini ar brezhoneg e 2015. A orin eus Bro-Añjev, n’anaveze ger ebet e brezhoneg a-raok erruout er vro e 2015. Tamm-ha-tamm he deus diwanet ar garantez koulz evit ar vro hag ar yezh enni. E 2017 he deus graet he soñj deskiñ brezhoneg dre ar stummadur Pevarlamm gant SKED dreist-holl. Bremañ e labour e brezhoneg : e 2023 he deus krouet hec’h embregerezh “Heol al loar” ha labourat a ra gant Stumdi abaoe miz Gwengolo 2024.
Prezegenn e brezhoneg