Sinet en doa an ao. Jean-Luc Le Saux, maer Daoulaz, ar garta Ya d’ar Brezhoneg live 1 d’al Lun 24 a viz Meurzh 2025, dirak Nelly Tonnard, kuzulierez dileuriet evit ar yaouankiz hag ar brezhoneg, Véronique Bourbigot, besprezidantez-departamant karget eus ar sevenadur, ar yaouankiz hag ar gevatalded merc’hed-paotred, Véronique Thomas, prezidantez Ti ar vro Landerne-Daoulaz, Anne-Claire Le Bern, merourez Div yezh Breizh, Vincent Rannou, prezidant Div yezh Daoulaz ha Cécile Planckaert, gwazourez tiriadel arbennik ar skolioù-mamm.
Sinadur ar Garta Ya d'ar brezhoneg gant kumun Daoulaz a zo ur bazenn bouezus en hec’h engouestl evit ar brezhoneg. Ar sinadur-mañ a zo disoc'h ul labour a-gozh graet evit ar brezhoneg hag en o zouez digoradur an hentad divyezhek er skol bublik e 2007.
Dre ar sinadur-se e vo lakaat e plas 5 ober gant ar gumun er bloaz a zeu :
Ul lodenn vat eus an oberoù-se zo bet kaset da benn gant ar gumun dija, evel ar panellerezh divyezhek adnevesaet. E Daoulaz, tost da 40% eus ar vugale er skol-vamm bublik a zo en hentad divyezhek. Tolpad-kêrioù Landerne Daoulaz a zo un tiriad a-bouez evit ar c'helenn brezhoneg ; an trede strollegezh e Breizh eo gant ar feur uhelañ a skolidi divyezhek. 12.5% eus ar vugale er c'hentañ-derez e Landerne Daoulaz a zo o teskiñ brezhoneg.