Prizioù dazont ar brezhoneg 2013 : gant piv eo aet ar maout ?
Evel e 2012 ez eo bet aozet lid ar « Prizioù 2013 » gant Ofis Publik ar Brezhoneg ha Frañs 3 Breizh, gant skoazell Kuzul-rannvro Breizh.
E C’hoariva bro Montroulez ez eo bet dalc’het al lid-se d’ar Sadorn 26 a viz Genver 2013 dirak an it. Lena Louarn, besprezidantez ar C’huzul-rannvro e karg eus yezhoù Breizh ha prezidantez an Ofis Publik, an it. Agnès Le Brun, maerez Montroulez, an ao. Bernez Rouz, rener an abadennoù brezhonek. Gant Goulwena an Henaff ha Yann-Herle Gourves e oa lusket an abadenn..
7 rummad a ya d’ober ar Prizioù-se. War wel e lakaont an oberoù kaset da benn gant tud ha frammoù evit diorren ar brezhoneg.
Rummad brezhoneger ar bloaz
Priz 1añ : Tieri Jamet evit bezañ embannet “Harry Potter » ha bezañ savet skol Diwan Pornizh.
Eil priz : Martial Menard evit e « Dictionnaire Français-Breton » embannet e ti Palantines.
Trede priz : Gwenvred Latimier evit buheziñ ar rouedad e brezhoneg dre he blogoù « Soubenn ar Geek » ha « Klet er gêr »» hag evit al labour niverelaat dornskridoù ha dielloù Anjela Duval.
Rummad Embregerezhioù
Priz 1añ : Difetis, ul lec’hienn Internet evit pellgargañ levrioù brezhonek.
Eil priz : ArMen, evit bezañ embannet un niverenn ispisial diwar-benn « Ar brezhoneg hag an embregerezhioù”.
Trede priz : Koroll Sonorisation, evit e banellerezh divyezhek .
Rummad Frammoù publik
Priz 1añ : Levraouegoù Brest evit o folitikerezh kas ar brezhoneg war-raok koulz en diabarzh ha war-zu al lennerien.
Eil priz : Tolpad-kêrioù Lannuon evit e bolitikerezh yezh.
Trede priz : Ar c’hevreadoù Kêrioù Arz Breizh ha Kêrioù bihan neuziet-kaer evit o levrig kaer hollvrezhonek.
Rummad Kevredigezhioù
Priz 1añ : Bod Kelenn evit bezañ kaset ar yezh war-raok e Bro ar Roue Morvan.
Eil priz : evit bezañ krouet Breizh VOD : videoioù da feurmiñ pe da brenañ.
Trede priz : Botanix evit he lec’hienn Genrouedad diwar-benn al liorzhouriezh.
Rummad C’hoariva
Priz 1añ : Ar Vro Bagan evit “Armorika Breizh”.
Eil priz : Teatr Penn ar Bed evit « Yerma » diwar-zorn Federico Garcia Lorca.
Trede priz : Strollad Kallag ha Gwerliskin evit « Sal ar Gouelioù »,
Rummad Pladennoù
Priz 1añ : « Bleunioù an distruj » gant Brieg Guerveno.
Eil priz : « Etre Ploermael ha Châtelet-les-Halles » gant Youenn Guillanton.
Trede priz : « Dimezellig dantelezet » gant Lunch Noazh.
Rummad Levrioù
1añ : Pierre-Emmanuel Marais evit « Alje 57 », ur romant kriz diwar-benn brezel Aljeria. Embannet gant Al Liamm.
Eil priz : Aziliz Bourges evit « An diaoul ouz taol », ur romant leun a faltazi.
Embannet gant Emgleo Breiz.
Trede priz : Monika Piarden evit « An avel en ho plev », ur romant polis estonus savet gant
pevar den a Vro-Wened. Embannet gant Al Liamm.
Ur priz a 1500 € a zo bet roet d’al loread eus pep rummad. Profet eo bet gant an Ofis Publik en anv Kuzul-rannvro Breizh. Frañs 3 Breizh, eus e du, en deus roet ivez un trofe. An eil hag an trede eus pep rummad o deus bet pep a briz a 500 €.
D’ar Sul 3 a viz C’hwevrer e vo skignet lid-reiñ ar Prizioù da 11 eur en abadenn “Bali Breizh » war Frañs 3 Breizh.
An evezhiadennoù0