Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Ar Skrivadeg

Web gwelet en he brasañ

Brezhoneg

D'ar Sadorn 23 a viz Meurzh e vo aozet "ar Skrivadeg" un tammig e pep lec'h e Breizh. E bro Dreger e krogo an abadenn da 2 eur e Lannuon.

Evit ar bloaz e vo aozet ar Skrivadeg un tamm pep lec'h e Breizh ha pelloc'h c'hoazh. Evit Treger ha Goueloù e vo aozet tro gentañ ar Skrivadeg gant Ti ar Vro Treger-Goueloù d'ar Sadorn 23 a viz Meurzh, goude merenn.
Degemeret e vo an dud da 2e g.m. e Lise Felix an Danteg - Lannuon
Pal ar Skrivadeg eo kaout plijadur gant ar yezh.

Meur a live a zo kinniget d'ar berzhidi, deus an aezetañ d'ar startañ,
graet eo evit ar vugale (adalek kelc'hiad 3) kenkoulz hag evit an dud deuet, adalek A1 (Live 2-3 kentelioù-noz) :

Live 1 : bugale CE ha tud deuet live A1;
Live 2 : bugale CM ha tud deuet live A2;
Live 3 : skolajidi ha tud deuet live B1;
Live 4 : liseidi ha tud barrek.
Live 5 : Tud a-vicher

Levrioù brav a vo profet da re gentañ pep rummad.
Adverenn a vo servijet d'ar genskriverien ha c'hoarioù a vo da c'hortoz an disoc'h.
Ar re wellañ eus pep rummad a c'hello kemer perzh er gourfenn a vo e Redon d'ar Sadorn 1añ a viz Even.
N.B. : Gwelloc'h eo lakaat e anv en a-raok : skolallevrig@orange.fr

distreiñ da roll an darvoudoù

Kas a ran ma soñj

0 evezhiadenn

An evezhiadennoù0