Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Nevez-amzer ar C'hastell-Nevez

Web gwelet en he brasañ

Sonerezh

Evel bep bloaz da Sul Vask e vez aozet gouel Nevez Amzer e Kastell-Nevez-ar-Faou (Penn-ar-Bed). Kit niverus neuze d'ar C'hastell-Nevez d'ar Sul 31 a viz Meurzh 2013.

Ar Gouel

Nevez Amzer ar C’hastell Nevez a zo ur gouel pobl laouenek ha na espern ket e strivoù evit dont a-benn. Evit-se e vez strolladoù o kantreal a-hed an endervezh war tachenn ar gouel evit krouiñ liammoù etre lec’hioù disheñvel takad ar Sterenn.

Nevez Amzer e Kastell-Nevez a embann sklaer ar brezhoneg da yezh eskemm. Divyezhek galleg/brezhoneg e kinnigomp an obererezhioù da vrudañ an darvoud ha, deiz ar gouel, an heñchañ war an dachenn ha kinnig ar sonadegoù.

Ar Fest-Deiz / Fest-Noz

Brasañ fest-deiz ha noz hengounel Breizh eo hini Nevez Amzer e Kastell-Nevez-ar-Faou. Bep bloaz e son dibaouez war leurenn sal ar Sterenn un 40 koublad sonerien, kanerien ha muzisianed etre 3 eur d’abardaez ha 3 eur vintin.

Dibabet int gant izili ar gevredigezh e-touez re varrekañ o zerouer da lakaat an dud da zañsal ha da ginnig d’ar miliadoù a zañserien un devezh gouel dibar e zoare.

distreiñ da roll an darvoudoù

0 evezhiadenn

An evezhiadennoù0

Ouzhpennañ un evezhiadenn

Postit hoc'h evezhiadenn amañ, mar plij

Mard eo hiroc'h hoc'h evezhiadenn eget 500 arouezenn anez e vo troc'het.

Niver a arouezennoù implijet : 0/500

Habaskaet e vez komzoù an dud el lec’hienn, setu ne vo ket embannet ho kemennadenn diouzhtu : adlennet e vo gant hor skipailhoù da gentañ, hag embannet e vo ganto diouzh an dro.

Lenn karta habaskaat al lec'hienn

Captcha enepstrob