En e bolitikerezh yezh, nevesaet e 2012, en doa Kuzul-rannvro Breizh kefridiet an OPAB da aozañ ur vrudadeg war ar c’helenn divyezhek. Evit an eil koulzad “Erwan” ez eus bet divizet cheñch ment ar skritelloù ha skignañ anezho er rouedad-skritellañ 4 metrad dre 3 e Breizh a-bezh.
A-hed miz Ebrel e vo gwelet ar skritell-mañ e kêrioù brasañ Breizh : Brest, Kemper, an Oriant, Gwened, Sant-Brieg, Roazhon ha Naoned.
Gouestlet ez eus un niverenn bellgomz d’ar c’houlzad, 0820 200 80, ha ganti e vo tu d’ar gerent da c’houzout hiroc’h war ar c’helenn divyezhek. 14709 skoliad a gaver ennañ en deiz hiziv e 430 ti-skol dasparzhet etre an deskadurezh publik, an deskadurezh katolik ha skolioù Diwan.
An evezhiadennoù0