Gant an it. Lena Louarn, besprezidantez ar C’huzul-rannvro karget eus yezhoù Breizh ha prezidantez an Ofis Publik e oa bet roet al label live 1 war un dro d’an ao. Jacques Le Guen, prezidant ar Gumuniezh ha d’an ao. Gildas Bernard, maer Gwinevez, d’ar 5 a viz Ebrel 2013, dirak an ao. Roger Bossard, kuzulier-kumuniezh.
Gounezet eo bet al label kentañ-se gant an div strollegezh abalamour d’ar 5 ober o deus kaset da benn vat en o c’horn-bro hervez kefridioù pep hini.
Lena Louarn he deus meneget en he frezegenn e oa 12,5% eus bugale ar c’hentañ derez eus takad Bae ar C’hernig hag a oa enskrivet en un hentad divyezhek, ar pezh a laka KK Bae ar C’hernig en eil plas evit Penn-ar-Bed a-bezh. Broudet he deus an dilennidi da genderc’hel da vont gant an hent-se.
En amzer da zont e vo arc’hantaouet gant KK Bae ar C’hernig ar stummadurioù war ar brezhoneg evit impliji an DPKE a garint. E soñj diorren ar brezhoneg e mont en-dro ar vagouri etrekumuniezhel emañ ivez.
Ti-kêr Gwinevez, diouzh e du, a savo un dalc’had levrioù brezhonek hag a vo nevesaet ingal evit e levraoueg. Kenderc’hel a raio da ziorren ar yezh dre staliañ panelloù divyezhek war savadurioù an ti-kêr ha gant ar panelloù a ginnig glad istorel ha naturel ar gumun.
An evezhiadennoù0