Aozet eo ar gouel-se abaoe abaoe tregont vloaz evit ar skolioù Diwan, gant kuzul skoazell skol Diwan Kemperle
Da 7 eur e vo degemeret an dud (3 euro evit mont e-barzh) :
- Gouren a vo gant gourenerien deuet da c'hounit an "trofe Jorj Brod" bet kampion Breizh meur a wech
- Kelc'h keltiek Lanijen ha kelc'h ar re yaouank Korollerien Laita a vo war al leurenn ivez
- Abadenn gant ar strollad "Cheñch tu"
- Kanerezed Diwan : Sterenn, Marine hag Enora (kanet ganto e Festidreuz, Glenmor e miz Even, Kan ar Bobl meur a wezh ganto ... da 16 vloaz)
- Ar c'houblad sonerien biniou-bombard Miniou/Salvar
Kezeg a vo a-hed an amzer (charaban Lili Monfort, hini Youenn Derrien hag hini Madalen), c'hoarioù Breizh
hag evit debriñ : koteriad, krampouezh, soubenn pesk, lard rostet, ...
Evit gouzout hiroc’h : Fanny Chauffin : 02 98 71 74 94
An evezhiadennoù0