Kevread lazoù-kanañ a gan e brezhoneg, Kanomp Breizh, a ginnig un devezh tro-dro ar c’han e brezhoneg, digor d’an holl, d’ar Sadorn 5 a viz Here, er greizenn Amzer Nevez, e Plañvour (e-kichen an Oriant).
War roll an devezh :
9e30 : Banne kafe profet gant Kanomp Breizh ;
10e – 12e30 : Stalioù-labour. Gallout a rit lakaat hoc’h anv en unan eus an teir stal-labour kinniget :
- Teknik ar vouezh evit ar merc’hed. Ur stal-labour kaset en-dro gant Hélène Kervazo (barner teknik ar vouezh e kampionad Breizh al lazoù-kanañ 2013, kelennerez teknik ar vouezh ha kanerez) ;
- Teknik ar vouezh evit ar baotred. Ur stal-labour kaset en-dro gant Michel Ourémanov (rener Kanerion an Oriant adalek miz Gwengolo) ;
- Yezh. Ur stal-labour kaset en-dro gant Jean-Claude ar Ruyet (barner war ar yezh e kampionad Breizh al lazoù-kanañ 2013, yezhour) : labour war distagadur tonioù « neudenn ruz » Kanomp Breizh (Breizh va Bro gant Taldir war un ton eus Bro Gembre, ha Distro ar Gelted gant Youenn Gwernig : pozioù ha follennoù muzik a c’hello bezañ kaset deoc’h. Goulennit digant Kanomp Breizh 06 32 29 79 29 pe kanompbreizh@wanadoo.fr
12e45 : Pred er greizenn Amzer Nevez evit a re a fell dezho (12€). Ar re a blij dezho muioc’h kas ur pik-nik ganto a ranko debriñ e-maez ar greizenn (war ribl stank an Ter da skouer ).
2e30 g.m.: Prezegenn gant René Abjean diwar-benn spesadelezh sonerezh Breizh.
5e g.m.: Ur banne kafe, te, pe un evaj fresk a vo profet gant Kanomp Breizh, a-raok mont kuit.
Pegement e koust ?
- 20€ eo evit an devezh a-bezh
- 12€ ar pred e Amzer Nevez
Evit lakaat hoc’h anv, kasit ar follenn enskrivañ leuniet, mar plij, gant ur chekenn e anv Kanomp Breizh da chomlec’h ar c’hevread :
Kanomp Breizh, e ti Yann-Bêr Thomin, 20 bali ar Roz-bresk 29800 Landerne
Evit kaout titouroù all, kit e darempred gant Armelle Le Guillou, kernurzhierez Kanomp Breizh : 06 32 29 79 29 pe kanompbreizh@wanadoo.fr
An evezhiadennoù0