Da-geñver an dilennadegoù tiez-kêr e vo savet ur breud foran e Ti ar Vro Kemper d'an 9 a viz Du 2013 eus 10e da greisteiz tro-dro d’ar c’hinnigoù a gaver e "Levrig gwenn ha du ar brezhoneg e bro Gemper".
Kaset e oa bet an teul-se e miz Gouere da holl guzulerien-kêr ti-kêr Kemper ha Kumuniezh kumunioù Bro Gemper, d'ar guzulierien-departamant, Rannvro ha Stad war an dachennad-se.
Gant Mikael Baudu e vo kaset en-dro an diviz-se (digor d'an holl).
Tu zo da bellgargañ an teul amañ.
An evezhiadennoù0