Al lid evit reiñ al label live 2 eus ar garta Ya d’ar brezhoneg a oa bet dalc’het e ti-kêr Lannuon d’an 10 a viz Genver 2014 dirak an ao. Christian Marquet, maer, an it. Lena Louarn, prezidantez Ofis Publik ar Brezhoneg ha besprezidantez ar C’huzul-rannvro karget eus yezhoù Breizh, ensellerez pastell-vro an Deskadurezh-Stad ha tud karget eus kevredigezhioù e Lannuon : Diwan, Div Yezh, Kreizenn sevenadurel Lannuon, ti-embann Kuzul ar brezhoneg.
Roet eo bet al label d’ar gumun abalamour ma‘z eus bet kaset da benn 12 ober evit talvoudekaat ar yezh. Gwelloc’h-gwellañ e vez gwelet ar brezhoneg e Lannuon ha diwar-vremañ emañ war wel e diabarzh hag e diavaez an ti-kêr hag er savadurioù a zo dindan e zalc’h. Er bloavezhioù tremenet ez eo kresket kalz plas an divyezhegezh war ar panelloù heñchañ hag ez eus bet eskemmoù ingal etre servijoù an ti-kêr ha re OPAB.
Un ober pouezus all a zo bet graet gant an ti-kêr : stummet ez eus bet 25 implijad eus kêr war ar brezhoneg dre ar stummadur dibaouez.
An it. Lena Louarn he deus meneget en he frezegenn pegen ledan e oa ar c’helenn divyezhek e Lannuon (ouzhpenn 15% eus ar skolidi er c’hentañ derez) ha pegen kreñv e oa ar goulenn sokial e Breizh evit kenderc’hel da zigeriñ hentadoù divyezhek nevez ha kinnig servijoù e brezhoneg d’an dud.
An evezhiadennoù0