Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Stummadurioù nevez evit ar vrezhonegerien

Stummañ 06/02/2014

Gant KSD ar C’huzh-heol ha Stumdi e vo kinniget 5 hentad tredeel goude bachelouriezh a-benn miz Gwengolo 2014.

Kreizenn Stummañ Dibaouez ar C’huzh-Heol e Brest ha Stumdi o deus labouret asambles evit kinnig 3 BTU (Merañ an Unvezioù Kenwerzhel, Skoazeller war ar Merañ EBE-GBE, Kevraouiñ Darempred Arvalien) ha 2 DSUA (Marketing dibab kenwerzh enlinenn, Koskor dibab goproù).

Ret e vo d’an dud a yelo war ar renk bezañ gant live B2 an DBY rak lod eus ar c’hentelioù a vo e brezhoneg (a-benn perc’hennañ ar c’heriaoueg ret evit labourat war ar micherioù-se) . Ar skolidi bet en hentadoù divyezhek hag an dud deuet bet er stummadurioù hir (6 pe 9 miz) eo ar publik gortozet evit ar stummadurioù nevez-mañ.

Dindan ur gevrat micherelaat e vo kinniget ar stummadurioù.

Evit gouzout hiroc’h e c’hellit mont e darempred gant :

- Stumdi : 02.98.21.39.94 pe postel

- KSD ar C’huzh-heol : 02 98 33 75 75

distreiñ da roll ar c'heleier

Kas a ran ma soñj

0 evezhiadenn

An evezhiadennoù0