Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Gouzout ar yezh hag ober ganti : un enklask dibar e kumun Karaez

Web gwelet en he brasañ

Arsellva 27/02/2014

Deuet e oa 70 a dud da goc'hu Karaez d'an 20 a viz C'hwevrer da-geñver an abadenn kenaozet gant an OPAB ha ti-kêr Karaez evit kinnig disoc’hoù an enklask war an anaoudegezh hag an ober gant ar yezh e kumun Karaez.

Web gwelet en he brasañ Visant Abaziou, dileuriad evit ar vreizhadelezh hag an darempredoù etrebroadel, Kristian Troadeg, maer ha Lena Louarn, prezidantez OPABEvit ar wech kentañ e Frañs ez eus bet gallet kas da benn un enklask war ar brezhoneg a-geñver gant an niveradeg.

Grataet e oa bet al Label a laz hollek hag a varregezh stadegel d'an enklask prientet gant Arsellva implij ar yezhoù gant kuzul broadel an titouriñ stadegel.

Skignet eo bet e-touez 3 546 tiegezh kumun Karaez. 61% anezho o deus respontet, ar pezh a ya d'ober 3 813 den o chom e Karaez.

Kalz titouroù talvoudus a c’heller tennañ eus al labour-mañ war stad ar brezhoneg er gumun.

Da gentañ e weler splann talvoudegezh ar c'helenn divyezhek hag ar c'helenn d'an dud deuet evit ledañ anaoudegezh ar yezh e-mesk an dud dindan 40 vloaz.

E Karaez, 3 skol gentañ derez diwar 4 a zo enno un hentad divyezhek. Web gwelet en he brasañ Dregantad a yezherien dre rummad oad

Kinnig a reer da holl skolidi ar skolioù kentañ derez publik tañva ar yezh ivez ha kentelioù zo en 2 skolaj. Al lise nemetañ a zo gant Diwan evit poent zo e Karaez ivez. Gant se e weler mat un adlañs eus an niver a dud a oar brezhoneg e-touez ar re yaouank : muioc’h zo anezho er rummadoù oad dindan 20 vloaz eget er re a zo etre 20 ha 40 vloaz.


Da heul e weler fiziañs e-touez ar vrezhonegerien yaouank. Komz a reont brezhoneg aliesoc’h eget ar rummadoù koshoc’h, treuzkas a reont ar yezh muioc’h ha goulenn a reont muioc’h a servijoù e brezhoneg ivez.

Mod all, dont a ra war wel pegen tomm eo tud Karaez ouzh ar yezh, pe e komzfen anezhi pe ne rafent ket. 2 zen diwar 3 a zo o chom e Karaez zo tomm ouzh ar yezh, 1 diwar 2 e Breizh.

Diouer a ra e Breizh an enklaskoù war ar vrezhonegerien, an implij a reont eus ar yezh ha soñj an dud war ar brezhoneg dre vras. Un enklask dibar eo an hini a zo bet sevenet aze, diskouez a ra an ezhomm da gaout goulennoù diwar-benn ar yezh en niveradeg hollek evit bezañ gouest da heuliañ pizh an anaoudegezh o deus ar Vretoned eus o yezh hag an ober a reont ganti.

distreiñ da roll ar c'heleier

0 evezhiadenn

An evezhiadennoù0

Ouzhpennañ un evezhiadenn

Postit hoc'h evezhiadenn amañ, mar plij

Mard eo hiroc'h hoc'h evezhiadenn eget 500 arouezenn anez e vo troc'het.

Niver a arouezennoù implijet : 0/500

Habaskaet e vez komzoù an dud el lec’hienn, setu ne vo ket embannet ho kemennadenn diouzhtu : adlennet e vo gant hor skipailhoù da gentañ, hag embannet e vo ganto diouzh an dro.

Lenn karta habaskaat al lec'hienn

Captcha enepstrob