Gant Difetis ez eus bet savet un arload da aesaat ar skrivañ SMSoù war ar pellgomzerioù hezoug a zo dindan Android. Aes eo pellgargañ an arload digoust-mañ hag aesoc'h c'hoazh e vo kavout diouzhtu "c'h", "ñ" pe "ù" kentañ tro ma vo skrivet ur gerig war ho pellgomzer.
Gant Difetis e oa aet ar priz kentañ er rummad "embregerezhioù" da-geñver Prizioù Dazont ar Brezhoneg 2013 rak kinnig a ra pellgargañ levrioù e brezhoneg. Kenderc'hel a ra da vont gant e hent enta.
An evezhiadennoù0