E sal Tolpad-Kêrioù S.Brieg e oa bodet an it. Lena Louarn, besprezidantez Kuzul-rannvro Breizh ha prezidantez an Ofis Publik, an it. Christine Métois, besprezidantez Tolpad Kêrioù Sant-Brieg e karg eus ar sevenadur, an ao. Didier Le Buhan, besprezidant Telenn – Ti ar vro S.Brieg hag an ao. Fulup Kere, rener Deskiñ d’an Oadourien.
Kinniget eo bet skeudenn ar c’houlzad nevez a vo gwelet war 900 skritell vras e rouedadoù departamant Penn-ar-Bed, ar Mor-Bihan hag al Liger-Atlantel. Ouzhpenn 220 kumun a gemer perzh er c’houlzad er bloaz-mañ da ditouriñ an dud dre blegfollennoù pe skritelloù.
An ao. Fulup Jakez, rener OPAB, en deus kinniget sifroù pennañ ar c’helenn d’an dud deuet (3400 den zo enskrivet er c’hentelioù sizhuniek da skouer) ; lakaet en deus war wel lañs ar stummadurioù hir (250 stajiad er bloaz-mañ) ha berzh an Diplom Barregezh Yezh (ouzhpenn 1000 den o deus priziet o live brezhoneg dre an diplom Stad-mañ).
An ao.Didier Le Buhan en deus pouezet war al lañs a zo gant Telenn e bro S.Brieg : kentelioù zo bet digoret un tamm e pep lec’h dindan 2 vloaz, eus Kintin betek Erge-ar-Mor.
An ao. Fulup Kere, eus e du, en deus kinniget ur formulenn nevez a vo amprouet e Kornôg kreiz-Breizh da gentañ : ur “pak brezhoneg” ma c’hello an dud lakaat o anv evit deskiñ buanoc’h dre gentelioù-noz ha stajoù a-hed ar bloaz.
An evezhiadennoù0