502 skoliad ouzhpenn zo gant ar c’helenn divyezhek (+3,3%) er bloaz-mañ. Gant Diwan emañ an dregantad kresk brasañ (+ 4% ; 3854 skoliad eus ar skolioù-mamm betek al lise), p’emañ izeloc’h kresk ar publik (+3,4% ; 6887 skoliad en holl) ha dreist-holl hini ar skolioù katolik (+2,6% ; 5099 skoliad en holl).
4 lec’h nevez zo bet digoret er c’hentañ derez : 3 gant ar publik (Ploueg-ar-Mor en Aodoù-an-Arvor, Kore e Penn-ar-Bed, Plañvour er Mor-Bihan), 1 eil skol e Roazhon gant Diwan pa chom digemm ar c’hinnig en deskadurezh katolik. 2 skolaj nevez zo gant un hentad divyezhek : e Gwened evit ar publik hag e Lannuon evit an deskadurezh katolik. 462 lec’h divyezhek zo en holl bremañ.
Evit ar wech kentañ ez eus 1 gumun enni ouzhpenn 700 skoliad divyezhek : Roazhon. Gwened a zeu-hi da vezañ ar gêr gentañ enni ur c’hinnig er skolaj gant pep hini eus an 3 hentad.
Muioc’h a ditouroù a vo kavet en teul-mañ.
An evezhiadennoù0