Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Kelenn

Kelenn ar brezhoneg zo unan eus an oberoù pennañ da seveniñ evit delc'her ar yezh en amzer-da-zont. Ul lodenn vat eus obererezhioù an Ofis Publik a ya da frammañ ha da reiñ lañs d'an doareoù da dreuzkas ar brezhoneg er skolioù.

Ar c'helenn brezhoneg er gwir

Evit sellet ouzh ar skridoù lezennel ha reolennadurel a bled gant ar brezhoneg, klikit amañ.

Emglev Stad-Rannvro 2022-2027

Amañ e c'hellit pellgargañ an emglev sinet etre ar Stad ha Rannvro Breizh evit ar prantad 2022-2027. Diouzh an emglev-se eo aozet diorren kinnig ar c'helenn divyezhek diouzh kartenn ar poloù (da bellgargañ amañ) a zo nevesaet bep 2 vloaz.

Kavit ho skol gant al lusker enklask

Evit pellgargañ roll ar skolioù divyezhek dre gumun ha dre zepartamant, ennañ chomlec'h, niverenn bellgomz ha posteler pep skol, klikit amañ.

Kavit ho skol divyezhek war ur gartenn etreoberiat

Ar c'helenn divyezhek

Web gwelet en he brasañ Emdroadur an niver a skolidi divyezhek abaoe 1977

Bez' ez eus meur a zoare da zeskiñ brezhoneg hag a glot gant ezhommoù difer ha tud disheñvel. Er penn a-raok emañ ar c'helenn divyezhek galleg-brezhoneg, a c'haller gantañ stummañ brezhonegerien da vat. Sellet a ra ouzh muioc'h eget 18.000 skoliad e-barzh 180 kumun ha 570 skol. Abaoe digoradur al lec'hienn divyezhek kentañ, ouzhpenn 30 vloaz zo, eo aet war greskiñ kalz hag en un doare dibaouez, koulz a-fet niver ar skolidi hag evit a sell ouzh en em ledañ er vro. Stankoc'h-stank eo rouedad ar c'humunioù a zo ul lec'hienn divyezhek enno d'an nebeutañ.

Tri hentad divyezhek zo : ar skolioù dre soubidigezh Diwan, klasoù divyezhek an deskadurezh publik ha re an deskadurezh katolik.

Gant Diwan e oa bet digoret ar skol-vamm gentañ e 1977. Un hentad hep e bar eo rak ober a ra gant ar soubidigezh a oa bet diazezet gant ar skolioù gallek e Kebek : er skol e vez lakaet ar vugale da soubañ en un endro brezhonek a zo mat evit aesaat dezho komz ar yezh en ur mod naturel.

Abaoe 1982 ez eus klasoù divyezhek e skolioù an Deskadurezh-Stad. Kelennet e vez e brezhoneg hag e galleg hanter-ouzh-hanter. Ar Rektorelezh hag an OPAB a labour diouzh ur protokol digeriñ evit sevel hentadoù divyezhek nevez er 1añ derez publik.

Abaoe 1990 ez eus bet digoret klasoù gant an Deskadurezh Katolik ivez. Mont a reont en-dro en div yezh hanter-ouzh-hanter.

Ouzhpenn un danvez studi eo ar brezhoneg er c'hlasoù divyezhek, ur yezh hag a vez desket drezi eo da gentañ-penn eus ar skol-vamm betek al lise, e-giz ar galleg. Heñvel eo ar programmoù kelenn ouzh ar c'hlasoù pe ar skolioù all.

Muioc'h-mui a dud a laka o bugale en hentadoù divyezhek pa zeuont da gompren e roer evel-se ar pep gwellañ dezho evit ober berzh en o buhez diwezhatoc'h. Ma fell deoc'h gouzout hiroc'h war perzhioù mat an divyezhegezh er skol e c'hallit lenn ar blaketenn-mañ.


Skolajoù ha liseoù gant hentadoù divyezhek

Kelenn ar brezhoneg

Ar skolidi eus ar 1 hag an eil derez ha n'emaint ket en un hentad divyezhek a c'hall deskiñ brezhoneg e daou zoare : an tañva hag ar c'hentelioù war zibab. Er bloavezh 2019/2020 e oa enskrivet tost da 12 000 skoliad evit unan eus an daou zoare-se da zeskiñ brezhoneg, eus ar skol-vamm betek al lise.

Hiziv an deiz e c'haller kaout un tañva eus ar brezhoneg e-barzh tost ur c'hard eus ar skolioù publik e Penn-ar-Bed.

% a skolidi e skolioù-mamm publik Penn-ar-Bed

8 000 skoliad o devez un tañva eus ar brezhoneg da-geñver ar stignad lañset gant Kuzul-departamant Penn-ar-Bed skoazellet gant Kuzul-rannvro Breizh, da lavaret eo tost ur c'hard eus ar skolidi a zo en hentad unyezhek er 1 derez en deskadurezh publik. Mont a ra an tañva-se d'ober ul lodenn eus raktres ar skol. Gant an tañva-se e kinniger d'ar skolidi n'emaint ket en hentadoù divyezhek kejañ ouzh ar brezhoneg evit ar wech kentañ. Diouzh ar skolioù e pad kement-se etre 1 eur ha 2 eur bep sizhun. Roet e vez un tañva eus ar brezhoneg gant kanaouennoù, rimodelloù, c'hoarioù hag ivez diazezoù ar yezh.

Tizhet e vez war-dro 4 000 skoliad gant ar c'hentelioù da zibab.

Gant ar gartenn amañ dindan e c'hellot kavout ar skolajoù hag al liseoù da zeskiñ brezhoneg. Er skolaj e c'haller kinnig etre 1 ha 2 eur bep sizhun, eus ar 6vet betek an 3e klas. Studiet e vez ar yezh hag ar sevenadur ivez. Er 4e hag en 3e e c'haller kaout kentelioù etre 1 ha 3 eur ar sizhun, evel Yezh Vev 2 (LV2) pe danvez dibab. El lise e c'haller dibab brezhoneg evel Yezh Vev 2 pe Yezh Vev eus an eilvet betek ar c'hlas termen. Gallout a reer lakaat ar brezhoneg da gontañ evit ar breved hag ar vachelouriezh. Evit gouzout hiroc'h war ar c'hentelioù war zibab sellit ouzh ar blegfollenn-mañ. Pa ne vez ket kinniget kentelioù brezhonek e skolaj pe lise ho kornad e c'hallit goulenn un disdalc'h evit mont d'ur skol all.

Kartenn skolajoù ha liseoù - danvez dibab ha Yezh vev

Mont da gelenner

Pellgargit amañ ar blegfollenn savet gant OPAB hag ar Rektorelezh

Web gwelet en he brasañ Bep bloaz e kresk an niver a gelennerien vrezhonek

Evit kregiñ gant e vicher evel kelenner divyezhek

Evel an holl gelennerien all e rank ar gelennerien divyezhek bezañ tapet ur Master evit gallout lakaat o anv er genstrivadeg da vont da gelenner.

Mat eo gouzout ez eus Masterioù arbennikaet war ar c’helenn divyezhek e EBUKed Breizh evit ar publik, e Kelenn evit Diwan hag en EUSGeK evit ar prevez.

Ar re zo ur Master ganto (pe a zo enskrivet e Master 2) a c’hall lakaat o anv er genstrivadeg a-ratozh evit an hentadoù divyezhek er 1añ derez ; evit an eil derez ez eus ur genstrivadeg CAPES brezhoneg (CAFEP evit ar prevez).

Kelennerien ditlet : penaos tremen d’an divyezhegezh ?


Bep bloaz e vez divizet gant kelennerien ditlet tremen eus an hentadoù unyezhek d’an hentadoù divyezhek. O skiant-prenet zo talvoudus-tre hag evito ez eo un doare da reiñ startijenn d’o red-micher en-dro goude meur a vloavezh kelenn en ur yezh nemetken.

Meur a zoare zo da dremen d’an divyezhegezh :

- Ma ouzit brezhoneg dija e c’hallit lakaat ho parregezhioù yezh da vezañ anavezet dre an Ensellerien. Gallout a rit tremen un diplom-Stad ivez, an Diplom Barregezh war ar Yezh (DBY) da c’houzout resisoc'h peseurt live brezhoneg hoc'h eus, hervez framm dave boutin Europa.

- Ma ne gomzit ket brezhoneg ez eus tu da vezañ stummet war ar yezh dre ar stummadur micherel : efedus-tre eo evit deskiñ ar yezh en ur ober 6 miz ha mont pelloc’h diouzh an dro dre ur stummadur uhel war 3 miz. Koust ar stummadurioù-se a c’hell bezañ kemeret e karg gant hoc’h implijer evit darn ha sikourioù arc’hant a c’hellit kaout mod all.

Ar sikourioù arc’hant


Skoazell” zo ur yalc’had roet gant Kuzul-Rannvro Breizh da skoazellañ ar re a laka o anv en ur Master “Deskadurezh divyezhek”. Tu zo da gaout ur sikour 4000 euro evit bloavezh kentañ an M1. En eskemm d'ar sikour-se e rankot lakaat hoc’h anv da dremen d’ar genstrivadeg hag ur wezh tapet anezhi e kelennot en ur skol divyezhek e-pad 5 bloaz da nebeutañ.

Desk/Kelenn” zo ur mod all da vezañ skoazellet. Yalc’hadoù eo evit an danvez kelennerien a heuilh ur stummadur (rakvicherel pe vicherel) ha d’ar gelennerien a ya da heuliañ stajoù da zeskiñ brezhoneg pe da wellaat ar yezh. Betek 3000 euro a c’hall bezañ roet gant Kuzul-rannvro Breizh, kuzul-departamant Penn-ar-Bed hag hini ar Mor-Bihan. Evit lakaat hoc’h anv, kit e darempred gant an Ofis Publik.

Dafar kelenn

TES :

Ti-Embann ar Skolioù zo ur skourr eus KRDK Breizh. Karget eo da sevel ha da embann an dafar pedagogel rekis evit kelenn ar brezhoneg pe e brezhoneg. Ul lec'hienn internet zo evit pellgargañ pe urzhiañ dafar-kelenn.

Blogoù pedagogel :

Kostimatisto : ur blog ennañ dafar ha preder pedagogel evit kelennerien ar c'hentañ derez.

Kasit ar pennad-mañ da dud all